aze
Ehanit aze.
aze
aze e savan ganeoc'h
— « Ya! n’eo ket evit padout gant ar sec’hed, » a lavaras ar vaouez a oa eno ; « glac’har en deus d’ar gwenneion n’en deus ket c’hoazh, aze emañ ar wirionez. »
Bremañ e chomit aze hep lavarout grik… Respontit ’ta, pe kemerit bep a volenn : ar varrikenn sistr a zo aze, gouzout a rit, e-tal ar gwele.
Ar voereb a glevas adarre trouz er porzh. « Tud a zo aze, sur », emezi.
— « O! Lom penn peul, bremañ ne gredit mui en teñzor ?… » — « Eo, e teñzor Kastell ar C’hraneg. » — « Hag e hini ar voereb ? » — « Nebeutoc’h, evel just, peogwir eo diwallet mat. » — « Koulskoude hemañ a vo deomp hag hennezh all ne vo ket. » — « Hemañ a vo deomp ! Hum ! Aze emañ an dalc’h. »
Kentoc'h pondalez an ifern !... Emañ aze, e-harz e dreid, kousket sioul evit ar pred, - ar mor, an tigr, ar sarpant a oar kousket ivez! - gant e reuzeudien o buhezioù diroll, prest da dorc'hweniañ en-dro, kerkent ha ma vint dihun, el likaouerezh an hudurañ...
Hag atav, aze, dirak e zaoulagad, ar gweledigezhioù-se, o kinnig gant ur mousc’hoarzh, da allazigoù e zaouarn, an dra difennet-rik ouzh ar gloareged, hoal gwenngen, flour ha trelatus, o divronn noazh.
Ac'hano ez arvested en he fezh kompezenn divent Miranda, gronnet klok en dremmwel, gant aradennadoù menezioù, nemet du-mañ du-hont, un ode bennak, evel war-du Burgos, « la carretera de Napoleon » (hent Napoleon) ha, tostoc'h aze, ar ganienn, a gase, dre dreuz ar pikernoù serzh, da gompezenn ar Rioja, taolead [sic, tolead] ar gwin penn.
Ur skouer kaer a emzalc'h e vijent aze evit merc'hed gwenn a zo hag a gav dezho e vezont brav, gwintet ha reut evel keuneudennoù war o seulioù uhel.
"Brav eo dit risignal aze, brav war da gorf dirak ar skramm. Ma pakan ac'hanout oc'h ober pasiantoù e'z flatoullin." Treiñ a ra ouzhin. "Oc'h ober pasiantoù e vez dibaouez."