Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Ar. 1. (gant un ak. a denn d'un darvoud) A-hed ur pennad amzer. Glav zo bet e-pad an noz. HS. e-doug, e-tro. 2. (gant un ak. a denn d'ur pennad amzer) Araogenn a verk e klot pad un darvoud gant ur prantad a reer anv anezhañ. E-pad un devezh o deus labouret amañ. Gortozet hon eus e-pad div eurvezh. HS. e-doug. & [1909] E-pad an deiz-pad : a-hed an deiz penn-da-benn. II. Stl. isur. E-PAD MA : en hevelep pennad amzer ma. E-pad ma vin e vakañsoù e lennin romantoù. [1877] Da vihanañ ne [z]aio ket gantañ kav ar Prat, hag e-pad ma vezo ur banne er varrikenn e ti ar Prat, soudarded ar republik ne varvint ket gant ar sec’hed. [1878] Me a yeas da gerc’hat ur skeul am boa gwelet a-ispilh dindan toenn an ti, e-pad ma skoen war brenestr starn-an-daol. [1925] Bilzig atav a chomas gant e gabiten, e-pad ma eo bet en buhez, HS. e-keit (ma). HS. e-doug (ma), e-tro (ma). EVEZH. : ne vez ket displeget an ar. e-pad.

Skouerioù istorel : 
96
Kuzhat roll ar skouerioù

e-pad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg epat

e-pad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pendant

e-pad kement-se

1732
Daveenn : GReg pg entrefaites (sur ces entrefaites)

a-hed, hed, e-pad, an deizioù-mañ

1732
Daveenn : GReg pg durant (ces jours-ci)

e-pad ma

1732
Daveenn : GReg pg cependant (que, pendant que)

e-pad ugent vloaz

1732
Daveenn : GReg pg durant (10. ans, cent ans)

e-pad

1732
Daveenn : GReg pg durant (préposition)

e-pad ar vuhez

1732
Daveenn : GReg pg (pendant le) cours (de la vie)

e-pad an deiz

1732
Daveenn : GReg pg (pendant le) cours (du jour)

e-pad

1732
Daveenn : GReg pg durant (que)

e-pad ar brasañ riv

1732
Daveenn : GReg pg froid (Pendant la rigueur du froid.)

e-pad an amzer fresk

1732
Daveenn : GReg pg fraicheur (Pendant la fraicheur.)

e-pad tri miz ez eo bet en e wele

1732
Daveenn : GReg pg aliter

Ar Werc'hez sakr he deus bet dre un eurvad douget hon Salver e-pad nav miz entre he daougostez benniget.

1732
Daveenn : GReg pg flanc (La Sainte Vierge a porté Nôtre Sauveur neuf mois dans ses flancs Sacrez.)

e-pad ur bloaz

1732
Daveenn : GReg pg an

Hi a vire va danvez, e-pad ma oan er-maez eus ar vro.

1850
Daveenn : GON.II p.68

Bangounellet em eus e-pad an noz.

1850
Daveenn : GON.II pg bañgounella (J'ai pompé toute la nuit).

N'em eus ket amezeget kalz e-pad m'on bet en ti-se.

1850
Daveenn : GON.II pg amézéia (Je n'ai pas beaucoup voisiné pendant que j'ai été dans cette maison).

N'hellin ket kouskañ e-pad an deiz.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg deiz, déz (Je ne pourrai pas dormir pendant le jour).

E-pad dek dervezh dioc'htu

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diouc'htu (Pendant dix jours consécutifs).

e-pad

1850
Daveenn : GON.II pg é-pad, épad

e-pad

1850
Daveenn : GON.II pg é-pad, épad

kalz a c'hlav a zo kouezhet e-pad an deizioù-mañ

1850
Daveenn : GON.II pg é-pad, épad

kalz a erc'h a zo kouezhet e-pad an noz

1850
Daveenn : GON.II pg erc'h

Ret eo plegañ ar wezenn e-pad ma eo yaouank.

1850
Daveenn : GON.II p.83, livre second, « Il faut plier l’arbre pendant qu’il est jeune ».

e-pad

1850
Daveenn : GON.II p.57, Table des Prépositions composées, "pendant, durant".

e-pad ma

1850
Daveenn : GON.II p.57, Table des Conjonctions composées, "pendant que, tant que".

E-pad daou zevezh eus ar sizhun ne ra netra.

1850
Daveenn : GON.II p.60, livre second, "Pendant deux jours de la semaine, il ne fait rien".

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel ! Hont tadou kentañ o doa joa outo en amzer ma'z aent gant o loened eus a ur menez d'egile e-kreizik-kreiz bro an Azia; ar vamm o lavare d'he merc'h, e korn an oaled, e-pad ar goan; hag an tad d'e vab, en disheol, en hañv; hag ar verc'h hag ar paotr, o vezañ deuet en oad d'o zro, a gemere o bugale plijadur en ur glevet ar pezh en doa divuzet tad ha mamm gwechall)

1867
Daveenn : MGK Rakskrid V

O welet en ur park ur goulm all o tebriñ, an tremeniad war yun ha digor e galon a ya di da welet; e-pad ma torr e naon ez eo paket war rikl en un toullad lasoù stignet e-touez an ed : ne oa ket kre ar stignoù; rak o skrabat a-bep-eil, o c'hoari endra c'hell, gant e veg, gant e dreid ha gant e zivaskell e teu, hep re a boan, a-benn d'em ziluziañ.

1867
Daveenn : MGK p19

E-pad m'on gwallgaset, m'eo din fall an amzer / E verr, pa vezo aet an dud d'ar parkeier, Me a denno ac'hann ganen va disvesker.

1867
Daveenn : MGK p43

Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou.

1867
Daveenn : MGK p20

— « Petra raec'h-hu, 'mezañ, / E-pad ma oa hepdoc'h ken didrouz an ti-mañ ? / Da vezañ bremañ reizh[,] ha deut oc'h, m'er goulenn ? »

1867
Daveenn : MGK p75

Diouzh ma veze 'n amzer, al labous tremeniat, a ouie pell a-raok pegoulz 'vije barrad; hag e-pad ma veze tro-war-dro o wiriñ, e kase ar c'heloù a-bell d'ar vordeidi.

1867
Daveenn : MGK p13

Emgann Kergidu ha traoù all c'hoarvezet e Breizh-Izel e-pad dispac'h 1793 gant Lan Inisan, beleg e kelenndi Gwengamp

1877
Daveenn : EKG.I. Kentañ pajenn

Skrimpañ a rejont buan war ar c’hleuz ; mes p’edont o tiskenn en tu all, soudanenn an Aotrou Breton a spegas ouc’h ur c’hef derv hag en dalc’has a-ispilh. Filip a rankas dont en-dro d’en dispegañ, hag, e-pad keit-se, ar soudard a c’hounezas kement warnezho, ma n’edo ket ouc’hpenn kant paz ken war o lerc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.303

Dalc’hmat, ar re a c’hlabous muiañ, eo ar re a vez aonikañ p’en em gaver war var da goll ar vuhez, hag a vez da gentañ o treiñ kein e-pad an emgann ; her gwelet em eus va-unan. Soñjit ar pezh a gerfet, din-me, d’am oad, ho parnedigezh ne ray na tomm na yen.

1877
Daveenn : EKG.I. p.307-308

E-pad an noz ha diouzh ar mintin, deiz an tennañ, soudarded ne ehanent da vale, gant o fuzuilhoù, dre an holl ruioù eus a gêr.

1877
Daveenn : EKG.I. p.265

Da vihanañ ne [z]aio ket gantañ kav ar Prat, hag e-pad ma vezo ur banne er varrikenn e ti ar Prat, soudarded ar republik ne varvint ket gant ar sec’hed.

1877
Daveenn : EKG.I. p.221

E parrez [Plonger] e chomas hanter-kant soudard e-pad ur miz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.211

A-wechoù, evelato, e-pad an nevez-amzer hag an hañv, e teue e-pad an noz da ober ur bale dre ar parkeier, evit kemeret an aer vat hag en em dizinouiñ, pa ne veze ket galvet da vont da welet tud klañv, rak neuze na tan na kurun n’o dije miret outañ da vont en hent.

1877
Daveenn : EKG.I. p.49-50

Ha gedal a raf[e]c’h aze ur pennadig, war ar palier, e-pad ma vezin oc’h ober kement-se ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.14

Me a yeas da gerc’hat ur skeul am boa gwelet a-ispilh dindan toenn an ti, e-pad ma skoen war brenestr starn-an-daol.

1878
Daveenn : EKG.II p.49

Me a yoa atav va lagad o parañ warnezho e-pad m’edo va daouarn o kargañ va fuzuilh. En un taol, e welis seizh pe eizh o lammet er park o tont war-zu ennon hep m’am boa gellet, en dro-mañ, reiñ va zenn da hini anezho.

1878
Daveenn : EKG.II p.91

An Awenizien a c'hall dont en diabarzh ar c'hromlec'h e-pad ar Gorsedd digor, a-hed ar vevenn.

1909
Daveenn : REZI p. 6

e-pad an deiz-pad

1909
Daveenn : BROU p. 404 (tout le jour durant)

e-pad

1909
Daveenn : BROU p. 404

Goude kerzhout e-pad seizh miz a-dreuz koadoù, strouezhegoù ec’hon, geotegoù ; goude treuziñ un niver gwazhioù, froudoù, stêrioù, avenoù, lennoù, geunioù ; goude trec’hiñ war ziaesterioù, gouzañv skuizhderioù ha tec’hout diouzh riskloù bras, e tigouezhas an holl yaouankizoù-se, an alc’houeder Alouda bepred ouzh o leviañ, war glann gornok lenn an Heol, Sonnolindon (1).

1923
Daveenn : SKET p.94

E-pad ma rene Rogiamon eo e c’hwezhas Guton e anal war ar bed o krouiñ Belos a engehentas Belios, Aotrou ar Marv, Tad an Ankoù, e tle kement en deus buhez distreiñ davetañ un deiz, e tle neb a zo bevaet gant ar C’hwezh dont d’e gaout o tiwiskañ e zibourc’h marvel.

1923
Daveenn : SKET p.29

E-pad pemzek deiz n’oa bet ken kaoz entre Lokireg, Gwimaeg ha Lanneur nemet eus ar barner hag e gazeg ; ar c’hurunoù, a vije bet kouezhet war tour Kernitron, n’en dije ket graet kemend-all a drouz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1033 (Gouere-Eost 1924)

E-pad an holl varevezh-se ne wiskas na botoù, na bodreoù, na bragoù, na toneg vilginek ha kougoulek, na tro-c’houzoug, na tog na kabell ebet.

1924
Daveenn : SKET.II p.18

An aotrou hag an itron a rae eno o ziegezh gant o daou vugel e-pad an hañv ; deut ar goañv ec’h aent da gastell Tremedern, en koadoù bras ar Jaou.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

Pa chome er gêr, e roe dezho he aotre da vont da c’hoari gant ar re all, e-pad ma veze oc’h ober he ziegezh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.841 (Miz C'hwevrer 1924)

E-pad un diskuizhadenn, unan eus ar baotred a lavaras : — Klevit ’ta ; ar Paotr-ruz, dec’h d’abardaez, a zo bet e gwezenn ber an aotrou person… Dare eo ar per, ha mat ; ar Paotr-ruz a roas unan din da dañva… Mat !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.864 (Miz Meurzh 1924)

Deut an hañv, hag evit Izabel an amzer a zienez, e-pad an hañv ne vez gwerzhet na meskl na bigorned : netra da c’honit er vro a-raok an eost.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Hag evel-se Izabel a zastume tammoùigoù bara, ur bastellad kig bennak, bosadennoù bleud hag ur gwennegig bennak, evit bevañ e-pad ar sizhun.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Ha neuze, e-pad an noz, ho pije gwelet anezho, merc’hed, gwazed ha bugale hag all, o tibriñ, oc’h evañ, evel da valarje, ar c’hig, ar bara, ar jistr, ar gwin-ardant, gonezet gant o fedennoù hag o c’hlemmoù…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

E-pad ma eo bet Izabel o taremprediñ ar pardonioù, Bilzig a reas anaoudegezh gant bugale ar bevien all, ha gante e tiskas un toullad troioù-kaer [...].

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

Gant he aluzenoù — pizh Izabel — evelkent he deus prenet ur garg vouded ; ur voudenn, mesket gant tammoùigoù bezhin sec’h, a zalc’ho tommder en ti, e-pad ar goañv.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

Chachañ a rae war ar c’horn-se e-pad an deiz, ha kaer en [deze] chachañ, tamm moged ebet ne deue : butun-karot a implije Jarlig, butun troc’het a-skolpennadoù, mouest an treujennoù, diaes-meurbet da danañ. Ha Jarlig a chache, chache, a grañche, moged tamm ne deue.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

Gourc’hemennet eo din gant va zad ma’z afen emberr da c’henou ar stêr ha ma tiskennfen ar red anezhi e-pad an noz.

1924
Daveenn : SKET.II p.41

D’ar pempet kan-dour, e tiskennas ar c’hirvi stank ha diniver eus ar c’hoadoù-pin m’o doa en em dennet enno e-pad ar glav.

1924
Daveenn : SKET.II p.54

E-pad ar goañv, Saig Jelvest a rae ar besketaerezh, a-hed an aod, gant rouedoù stank : drag pe sein.

1925
Daveenn : BILZ2 p.103

C’hwec’h devezh goude peñse ar Vran e varvas he c’habiten. Bilzig atav a chomas gant e gabiten, e-pad ma eo bet en buhez, ha war e arched en deus taolet ar c’hentañ dour binniget.

1925
Daveenn : BILZ2 p.174

Hag, e-pad m’emañ ar mennozhioù o verviñ en he empenn, e klev, sklaer ha fraezh, o sevel betek enni, a-dreuz mogerioù he maner, ar son dudius a zo bet graet dezhi : Nan ouzoc’h ket ar galleg, kennebeut ar c’hadañs, Nan eo ket en brezhoneg e tiskours an noblañs.

1925
Daveenn : BILZ2 p.161

Ha n’hoc’h eus-hu ket klevet komz eus eur marc’hadour lien a Vontroulez a zo bet, a lavarer, lac’het e-pad an noz diwezhañ war al Lev ?…

1925
Daveenn : BILZ2 p.128

Hag, e-pad ma oc’h en ho kwele, tomm deoc’h, kousket mat, e riskl e vuhez Bilzig, ar paotrig a drizek vloaz, a zo dindan ar glav pe ar gwallamzer o pesketa evidoc’h al legestr, ar c’havr-vor a zebrfet warc’hoazh d’ho lein pe d’ho koan.

1925
Daveenn : BILZ2 p.104

E-pad m'edon astennet war va gourvezenn, n'hellen ket en em virout da gounañ em bro gozh Breizh-Izel, em nesañted hag em c'hariaded.

1929
Daveenn : SVBV p.13

E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".

1929
Daveenn : SVBV p6

e-pad bloaz

1931
Daveenn : VALL pg (pendant un) an

Ar pep brasañ eus ar ouizieion a soñj bremañ ez eo bet izelaet live ar mor e-pad skornerezh ar Pevarhoalad : dour ar meurvorioù a zo bet kemeret darn anezhañ gant ar skornegoù.

1943
Daveenn : TNKN p18

« Pinvidik, a lavaran-me. Paour-razh on, paour-razh Lom. An hanter kant lur-se n’int ket din. Roet int bet din, er beure-mañ, evit mont d’ar bourk, da baeañ, e ti ar Saliou, ar sukr, ar c’hafe, ar chikore o deus prenet ar merc’hed e-pad ar miz diwezhañ. »

1944
Daveenn : ATST p.103

Hag o-daou d’ober asambles : A ! a ! a ! e-pad ur pennad hir, gant ar joa o doa.

1944
Daveenn : ATST p.14

An diaoul kentañ. — « Ha pa golle un dra bennak dre doulloù ar godelloù, e veze sarmon er gêr, betek hanternoz, e-pad teir sizhun. »

1944
Daveenn : ATST p.58

— Gwell a se ! va mab, gwell a se ! d’hoc’h oad, ne raen eveldoc’h nemet ur c’housk, e-pad an noz.

1944
Daveenn : ATST p.69

Luchat a rae war-du an tamm paper talvoudus, mes ne luchas ket e-pad pell[-]amzer, rak Yann a astennas e zorn, ha dao ! e-barzh an armel.

1944
Daveenn : ATST p.103

Jozeb de Lauwer ha me a ziwanas etrezomp ur garantez start hag a badas e-pad hor servij ha pell goude.

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

E-pad ma c’housk e ris un huñvre.

1944
Daveenn : EURW.1 p.212

E-lec'h mont, kalz a rae ar skol-louarn e-pad an deiz, hag a zistroe d'ar gêr d'abardaez-noz en ul lavarout e oant bet er skol.

1944
Daveenn : EURW.1 p22

Penaos, pa n'am eus gwelet nemet an dud-se e-pad ma bugaleaj, ne vijen ket deuet da skoueriañ warno ha war ar glad ?

1944
Daveenn : EURW.1 p16

Un deiz, ar jeneral ar Flo, mignon d'an noter-mañ, a zeuas d'ar studi, ma reas ar c'homis bras, bet kabiten e-pad ar brezel, e anaoudegezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p12

- Va labour-me, en iliz ne bad nemet e-pad ar sizhun-mañ, Dimezell.

1949
Daveenn : SIZH p.49

Bet e oa ar skoliad, e-pad an enderv, war « El Monte », o toullañ douar en-dro d'ar plant pin d'o doura.

1949
Daveenn : SIZH P.43

Gwashoc'hik e c'hoarvezas, e-pad ar studiadenn a nav eur

1949
Daveenn : SIZH p.40

Izeloc'h en diaz, a-us d'ur menestin foenneg, e disheol ur bochad gwez elv, e klouare ul lenn-kouronkañ, ma c'helled ebatiñ, goude bezañ pigellet pe douget boutegadoù atredoù, e-pad eurioù an deiz ; rak, - ar Reolenn a oa, - ne veze ket lezet nemeur ar baotred yaouank hep ober tra pe dra.

1949
Daveenn : SIZH p.53

- « Amiguito », ha n'hoc'h eus ket lavaret din ne vezoc'h gant ho servij en iliz nemet e-pad ur sizhunvezh ? - Eo, « señorita »!

1949
Daveenn : SIZH p.58

Ar breur Arturo ne zistanas [ket] e wad, ne zeuas ar c’housked dezhañ nemet d’ar mintin abred, pa voe poent sevel. Er chapel, en e gador-geur koadengravet, e-pad eur ar prederiañ, e kouezhe e chink en e grubuilh.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Kuitaat a ra ar sal hag e chom houmañ goullo e-pad ur munut pe zaou.

1960
Daveenn : PETO p33

Skuizh oc'h. Divi. Chas a zeu da gunudañ er porzh e-pad an noz. Ne c'hellit ket repoz. Pegen faezhus !

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88 p. 42, Anjela Duval

Azalek ma oan distro eus va fennad amzer labour er Gabon, em boa soñjet mirout an eñvor eus ar vuhez am boa renet er vro-se e-pad triwec'h miz.

1985
Daveenn : DGBD p5

Bez' e voe anezhañ ur gwir reveulzi estetek ha teknek en doare da sevel an nevedoù kristen en Europa hag ar savadurezh-se a reno hep tra da geveziñ outi betek diwezh ar Grennamzer, da lavarout eo e-pad tri c'hantved hanter.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 8

Padout a ray e-pad meur a sizhunvezh pe meur a vizvezh, ha divizoù sklaer a sikouro ac'hanomp, sañset, da vont war-zu hor pal pennañ en ur bouezañ muioc'h-mui war hon enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p71

Ouzhpenn se e rank ar giton embann perak eo ac'hubet ar savadur, a-drugarez d'ul lugan sklaer ha soñjet brav evit ma c'hallfe skeiñ ar speredoù e-pad pell.

2015
Daveenn : DISENT p81

E-pad keit-se e vez [eo] dalc'het al lec'h gant ho kamaraded, n'eo ket echu gant ar stankadeg, ha roet e vez bec'h d'ar boliserien.

2015
Daveenn : DISENT p94

Oberoù hentoù / trenioù / metro digoust; pik-nik digoust er gourmarc’hadoù; adperc’hennañ ar madoù e-pad an diskrogoù el labouradegoù; diskenn priz feurm ha gwerzh al lojeiz; dihan da baeañ feurm ar lojerisoù; chom hep resteurel arc’hant ar c’hredoù; takadoù emren didermen; perc’hennañ ul lec'h prevez pe foran hag embann ez eo ul lec’h emren, digoust, liberter ha gouestlet d’an dudi; rekizañ lojerisoù goullo…

2015
Daveenn : DISENT p59

Bewech neuze e vo embannet gant ar strollad peseurt reolennoù a dalvezo e-pad an obererezh. Da skouer : "ne vo ket kunujennet an enebourien" pe "sammañ kiriegezh a reomp ma vez ret da stourmerien zo troc’hañ ar roued-orjal evit mont tre en dachenn soudard".

2015
Daveenn : DISENT p66

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial