1. Heug.
An hegarated a droas en erez ha kasoni. An erez a ra heugiñ kalon an den. An dud a zeu da gemer erez outi da c'hortoz ma kemerint kasoni. Ur c'higer yaouank o teskiñ e vicher en deus ivez erez o lazhañ ul leue.
HS. doñjer, euzh, rukun.
2. Santad a ra d'ub. c'hoantaat ar pezh zo e-kerz an nesañ.
Plac'h yaouank kozh ne chomo ket : ne fell ket dezhi disec'hiñ gant an erez. An hini en deus ar gwir garantez n'en deus erez ouzh den. Distreiñ a ris hep ma c'hoariell, un tamm erez ennon ouzh ar paotr.
HS. avi, gwarizi,jalouzi.
Daveenn :
GReg
pg abhorrer, pg dégoût (provenant de la malpropreté des mets, ou d'une repletion de bile), (pour les choses spirituelles & morales), fiel (Fiel, aversion, vengeance)
En em voaz da drec’hiñ ennout pep semplaenn, pep brouezenn, pep sebezenn, pep krogad diegi, pep skuizhder, pep hiraezh, pep gourvenn, pep erez, pep kammdrivliad da galon, pep fallaenn da ene, pep treuzkammed da spered.
En em voaz da drec’hi ennout pep semplaënn, pep brouezenn, pep sebezenn, pep krogad-diegi, pep skuizder, pep hiraez, pep gourvenn, pep erez, pep kamm-drivliad da galon, pep fallaënn da ene, pep treuz-kammed da spered.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.31
Koant-meurbet e oa Janedig o tiskenn eus he c’harroñs : ar merc’hed a zifoñse gant an erez.
Koant meurbed e oa Janedig o tiskenn eus he c’harronz : ar merc’hed a zifonse gant an erez.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.157
Ha koulskoude, plac’h yaouank kozh viret ne chomo ket, nann, ah ! nann !… Plac’h yaouank kozh viret ne vo ket : ne fell ket dezhi, heñvel eus [ouzh] he moereb, c’hoar he mamm, tintin Katell, disec’hañ war droad gant ar c’heuz hag an erez.
Ha koulskoude, plac’h yaouank koz viret ne chomo ket, nann, ah ! nann !… Plac’h yaouank koz viret ne vo ket : ne fell ket d’ei, henvel eus he moereb, c’hoar he mamm, tintin Katell, dizec’ha war droad gant ar c’heun hag an erez.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.151
Ar merc’hed a damalle Janedig da ober fae war ur paotr yaouank pehini he zaremprede abaoe he yaouankiz. Erez enne abalamour m’he devoa dilezet Erwan ?… Ya sur, met ivez divinit abalamour da betra c’hoazh, ya, divinit abalamour da betra ?
Ar merc’hed a damalle Janedig da ober faë war eur pôtr yaouank pehini he zaremprede abaoe he yaouankiz. Erez enne abalamour m’he devoa dilezet Erwan ?… Ya sur, met ive divinet abalamour da betra c’hoaz, ya, divinet abalamour da betra ?
1925
Daveenn :
BILZ2
p.155
erez
1931
Daveenn :
VALL
pg aversion
erez natur
erez-natur
1931
Daveenn :
VALL
pg antipathie
Aotrou kure, ma c'hasoni / C'hwi ' deurvezo din pardoniñ, / Din-me, diaoulez ha pec'herez, / Dallet, allas ! gant an erez.
Aotrou kure, ma c'hasoni / C'houi ' deurvezo din pardoni, / Din-me, diaoulez ha pec'herez, / Dallet, allas ! gant an erez.
1960
Daveenn :
PETO
p81
Ne'm eus ket komzet gant ar vezeion c'hoazh met diwar ar pezh a zo bet lavaret din gant ar rener e tastuman ne oa mezeg na klañvdiourez ebet ha n'en doa erez outañ.