Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. Riblennad douar etre daou ant. Ober irvi. Kas irvi eeun da benn. Lakaat ar chalotez war an erv. DHS. ant. & Trl. skeud. [1867] Kas an erv da benn (vat) : seveniñ udb. betek penn. & (db. ar brezegennerien, ar skrivagnerien) Tec'hel diwar e erv : mont er-maez eus ar gaoz. 2. Ent strizh Lodenn uhelañ an douar troet gant an arar. Terriñ an erv war ar patatez. HS. bomm. 3. Dre fazi Ant. B. Dre heveleb. Savenn hir ha strizh a draezh, bili pe vein a serr un ouf, a zisparti loc'hoù diouzh ar mor. Un erv vili. Digor ; serr eo an erv. II. Dispred. [1909] Unanenn c'horread zo etre 60 m² ha 240 m² dezhi hervez al lec'hioù.

Skouerioù istorel : 
27
Kuzhat roll ar skouerioù

erv

1499
Daveenn : LVBCA p73 (cillon)

erv

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ero

anchoù etre an irvi

1699
Daveenn : Har. pg ant, an, etre, irvi (Rays entre les sillons)

irvi jardrin

1732
Daveenn : GReg pg aire

irvi

1732
Daveenn : GReg pg aire

kas an erv da benn

1850
Daveenn : GON.II pg érô

erv

1850
Daveenn : GON.II pg erf, érô, erv, erven, glann, klann, peñgenn

erv

1850
Daveenn : GON.II pg erf, érô

erv

1850
Daveenn : GON.II pg érô, erv

irvi

1850
Daveenn : GON.II pg érô

n'eo ket eeun hoc'h irvi

1850
Daveenn : GON.II pg érô

tal erv

1850
Daveenn : GON.II pg tâl (-erv)

erv

1850
Daveenn : GON.II p.19, livre premier, "sillon".

irvi

1850
Daveenn : GON.II p.19, livre premier, "des sillons".

Evel ar razhed-mañ, tud e-leizh zo er bed Brudet er c'huzulioù, evel ar re wellañ : Azezañ a garont er gador uhelañ ; Ha pa vez ret dezho kas ho erv da benn, E rikl ho lost a-dreñv er maez eus an dachenn.

1867
Daveenn : MGK p35

erv

1909
Daveenn : BROU p. 235 (sillon, mesure agraire seule usitée à Ouessant. Se dit aussi d'une bande se couvrant et découvrant avec la marée, et faisant qu'une pointe de terre soit alternativemet île et presqu'île.)

an erv vili

1909
Daveenn : BROU p. 235 (Près d'Audierne, la pointe de l'Ervily, que ceux de l'île de Sein nomment : An earo vili)

P'edon o klask dalc'hmat gant gred Kas an erv da benn a-zevri, Akademi Vreizh zo savet ; Savet hon Akademi 'Vit brud vat hon yezhig karet. Deoc'h-hu, kenvreudeur enoret, E ouestlañ ivez 'vel eo dleet, Ober Mestr Yann ha ma hini.

1914
Daveenn : M. pennad dediañ

Ijinet e voe gantañ ar bigell, hag eñ eo a rogas, ar c’hentañ, tonnenn c’hlas an douar gant beg kromm e venveg, hag a fizias en irvi an had, an edenn veur, magadur an doueed, an heizenn, a vez diwarni gwazed kreñv ha kadarn, merc’hed kenedek ha fur.

1923
Daveenn : SKET p.53

Disgwel dezho, hag int dalc’hmat en o c’hichen, e soublent d’an douar a-unan ganto ; ganto e talc’hent hael an alar, fust ar bigell, troad ar wigned ; boulc’hañ an irvi ganto ha dizouc’hañ a raent ; lavnenn ar falc’h a stokent ouzh koloennoù an heiz ha, keit ha ma pade an eost, e skuilhent e kalon ar baotred hag ar merc’hed levenez ha kan.

1923
Daveenn : SKET p.75

Grit stad d’ar vuoc’h a vag hor gouenn gant he laezh, d’an ejen a zigor an erv ma tiwan diouti heiz an doueed, d’ar marc’h ruz ha buan a red a-raok an heol.

1923
Daveenn : SKET p.51

arat a irvi bihan

1931
Daveenn : VALL pg (labourer en) billons

kas an erv betek an talar

1931
Daveenn : VALL pg (poursuivre une affaire jusqu'au) bout

erv bihan

1931
Daveenn : VALL pg billon

kas an erv da benn

1931
Daveenn : VALL pg (poursuivre une affaire jusqu'au) bout

Digeriñ an erv he deus graet ar gelc'hgelaouenn-se.

1944
Daveenn : EURW.1 p.135

E-pad an enderv koulskoude e c'heller gwelout kreñvlec'h Villa Cisneros en digenvez war e erv draezh.

1985
Daveenn : DGBD p15

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial