Pellgargañ ar gerioù kar eveshaat eveshaer eveshaerezh evezh evezhiañ
DA EVESHAAT : Dreist-holl, lennerien ger, na vez ket e vefec’h souezhet pa welot hor gourdadoù oc’h ober en o buhez, en o menozioù, en o oberoù, evel paganed. Paganed ez oant-i e gwirionez, ha n’oufed gortoz anezho da gomz ha d’en em ren evel kristenien, pa n’oant ket ! Bravoc’h a se n’eo ken an taolioù-kaer o deus graet !
E berr gomzoù, e vije gouzizadur a-stroñsadoù goueled ar mor war wrimenn an Douar-Bras, hag uheladur an Douar-Bras e-keit-se eo a vije kiriek d'an neuzioù eveshaet.
Morse, betek neuze, n'en doa eveshaet e oa ar manati ken teñval, ken diamzeret, dindan e boultrenn.
Hañv-goañv, forzh penaos e teurveze d'ar mor bezañ, splannoc'h eget ur melezour pe ken kounnaret hag un diaoul dichadennet, boulc'het ha kaset e veze da benn, a-wechoù deiz ha noz, pleustradegoù a bep seurt, da skouer : tennañ war listri kozh, kerreg en donvor, pe razelloù stlejet gant bigi-dre-dan, leviata, treiñ war du-mañ-tu, ha tu evit tu, ar skouadrenn a-bezh pe dre rannlistri an eil war lerc'h egile, stlepel tarzherezed hag o gwintañ goude war vourzh, eveshaat ouzh ar splujerien, kargañ glaou-douar a-dizh pe boledoù a bep seurt ment, gedal ouzh an tarzherien, hag ur bern traoù all ouzhpenn, hag e tu-hont da se kenteliañ a-hed ar bloaz pep rummad martoloded : skol ar ganolerien, skol ar fuzuilherien, an darzherien, al levierien ha zoken ar wernerien, daoust ha ne veze pell 'zo kel ebet nag eus gouel nag eus lien.
Petra bennak ma vanemp ken fur ha keuneud e-tal un oaled o c’hortoz bezañ torret ha devet, ne baoueze ket an archerien da vale war zoug o c’hamm eus an eil penn ar sal d’egile, ken mut ha chas oc’h eveshaat ouzh ur bagad deñved.
Gallout a ra c'hoazh rediañ an enebourien da aloubiñ an dachenn gant poliserien, ar pezh vo direnkus hag a roio da soñjal n'eo ket reizh an dra-se -evel p'o dez c'hoant mistri ar bed d'en em vodañ pell diouzh ar werin da skouer, ha ret e vez dezhe bezañ gwarezet gant miliadoù a boliserien abalamour d'ur mor a dud disentus o sevel o mouezh a-enep dezhe ; peotramant pa vez ezhomm eus degadoù a boliserien evit eveshaat... ur parkad maiz-.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
eveshaat