Neuze Sanktez Katell pehini a yoa en oad a seitek vloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien[,] merc'h unik d'he zad ha d'he mamm : pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joa a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.
ez rust
ez founnus
ez foll
ez
Pa guiteis, ez yaouank c’hoazh, bro al Lingoned da heul mab uhelwad Albiorix, ez oa eus an tiad-tud-se, a-gevret gant an tad, c’hwezek paotr e barr o oad a dalveze kement ha kant war an emgannlec’h pe er guzuliadeg, c’hwec’h plac’h ha tregont hogos holl yaouank, gant tost da hanter-kant a vugale.
Nemet, kalz a zo hag a lavar, ar gwirheñvel kentoc’h e-tu ganto, n’oa ket mibien ha gourvibien Vanos emaon o paouez envel, ez wirion, kavadennourien, kelennet ma ’z oant bet war ar binvioù hag an troioù-micherioù a greder a voe kavet ganto, kerkoulz ha war reolennoù an azeulerezh hag ar pedennoù, e-kerzh emweladennoù ha kenprezeg bet etrezo ha krouadurien a zo eus gouenn an doueed.
Marc’hadourien estren ne weled ket c’hoazh oc’h ergerzhout a-vagadoù hentoù ha gwenodennoù, oc’h en em silañ betek er c’hêriadennoù pellañ, o weladenniñ ar mereurioù distroañ, en ur hadañ e pep lec’h, a-unan gant aour, sklavezed ha traezoù micher diwar zorn estren, an dizurzh hag an dizunvan, o vreinañ kalon ar yaouankizoù dre o c’homzoù hag o skouerioù, o hoalañ ar renerien hag an henaourien d’ar gwallc’hoantegezhioù, d’ar grezni ha d’an uhelegezh, oc’h atizañ mereurioù an holl da c’hoantaat ez direizh kemm ha nevezinti.
Ne weled ket eus an evadegoù-se ma ev an den enno, diezhomm ha disec’hed, ma tiskianta diwar re-gofad, ma ruilh e-kreiz uloc’h ha pri, o tiskenn izeloc’h eget loened-mut ; n’oa ket eus ar banvezioù hir-didermen m’en em stanka enno kengouvidi diemzalc’h, ez varlonk ha lous evel moc’h dirak laouiri pourveziet-leun ; nag eus an abadennoù-se dibaouez c’hoari diñsoù pe wezboell, ma kas enno didalvez-kaer gwazed kadarn, kreñv ha meizek, ar pep gwellañ eus o amzer.
ez trumm
Hep benveg ebet da eilstourm, hep tog-brezel, na skoed, na hobregon d’en em wareziñ, e zivrec’h hag e zivhar ez noazh, hep ken kabell nemet e vlev melen hir, hep ken gwiskamant nemet e doneg wenn bevennet a limestra, faezhet ez oa Vindosetlos panevet da groz an daboulin, a ise outañ enebourien a-vordilh, bezañ dihunet war un dro ur geneilez c’halloudek.
diwel (ez)
ez verr
Ouzhpenn da se, war an daolenn varzhus-se, e welen ur maread morianed ha morianezed du-peg en tenn da gorolliñ e kant stumm disheñvel, o c'hoari ez noazh-dibourc'h o c'hweleviñ evel an huzel war mantell kimin ti-forn hini bras Poull ar Raned, ha bronnoù ar gwragez o hejañ-dihejañ, o pignat hag o tiskenn en ur vont a-gleiz hag a-zehoù, a-is hag a-us, a-hed o divlez hag o c'horf klosennek, bouzellok ha begelok.
pg amoroso (musiq.)
ez tener
Dont d'ar gêr ez c'houllo
ez dichek
ez rok
Ma n'eo ket bet ez ret, d'hor meno, an holl roufennoù-se traoniennoù beuzet a glotfe spis gant aberioù Enez Vreizh hag Iwerzhon, evel ma 'z eus bet tud ouzh hel lavarout re vuan marteze, e tiskouezont da nebeutañ ez eo bet diveuzet ar rann-se eus gourvazenn an Douar-Bras.
Ma mamm, hag a oa deut, da heul he mab, da vezañ troet gant ar vroadelezh vreizhek, a fellas dezhi kemerout perzh ivez er gouel bras e oad o tanzen ; laouen e oa dreist-holl gant ar c'heloù e vije adsavet an teatr brezhonek, rak ez yaouank, he doa bet plijadur o vont da Werliskin da arvestiñ ouzh ar « Misterioù » a veze c'hoariet eno en ul lab bennak, gant kenseurted Prosper Proux.
Santout a reas ur pik en e galon. Toc'hal a reas ez dereat, a greiz ar vali. Pa ne fiñve ket eben, e tostaas outi war e bouez.
Ya ! mousc’hoarzin a ra ez hegarat ouzh al lean yaouank.
Disklêriañ a ran bezañ ez personel a-enep krenn implij an armoù e n'eus forzh peseurt degouezh.
Ar bananez, mat marteze evel frouezhenn, pe c'hoazh evel legumaj pa vezont poazh, n'o devez dalc'h ebet ouzh ar stomog pa vezont debret er-c'hriz.
"Ha ni, petra 'reomp?" a c'houlenn Koula ouzhin. Ez reol, ne reomp tra, ha ma c'hoant nemetañ eo serriñ an nor war ma lerc'h.
Klask a ran ez kalonek ober un nebeud ensinkladoù kentraouer-startijenn din-me gant an arguzenn e c'hell en em gavout unan marv war lec'hienn henoniel Kerameikos da-heul ur gwallzarvoud pe ul lamm-kalon ha n'eo ket dre ret peogwir ez eo bet drouklazhet.
Ma vez moc'het tra pe dra gant stourmerien difeuls ez eo da gentañ peogwir e vez soñjet gante e vo talvoudus a-fed [a-fet] strategiezh da geñver gwanderioù an enebourien.