Ez keler eo e verdeez, Iovinkillos (2), eme an doue.
Da welet 'm eus oc'h ispilhañ ouzh da vantilh / Jenoflennoù voulouz, / Gant ur spilhenn he fenn ruz-gwad, / Hag, em eurioù anhun, / Giz tantadoù en noz, / M' o gwelas o leskiñ ez plev.
Ha Gisounga en devoa lavaret din kentañ gwech ma tremenis dirak ur seurt gwezenn : "Patron, ma teu dit bezañ flemmet ez torn gant unan eus ar merien-se, e chomo da zorn koeñvet e-pad tri devezh, ha te a vo klañv ivez".
Met klask kompren ivez, goude an holl studioù-se, n'on ket evit bevañ diwar ma micher. Mareoù 'zo ma lavaran ouzhin-me "pe da vad ar studioù hir-se? Gwelloc'h e vije bet dit kavout ul labour bennak tre goude ar skol-veur. Muioc'h e'z aes[aez] e vijes bremañ."