fresk
Ar pemoc’h o oa gourvezet en ur c’horn, war plouz fresk, serret e zaoulagad bihan pikouzet.
Degemeret e voemp fresk-mat.
Aotre ’voe roet dimp da vale war gein al loen-euzh-se, heñvel ouzh un enezennig, ha mirout a ris e-pad bloavezhioù un tamm eus e groc’hen am boa itriket ober gantañ ur yalc’h[-]vutun eus ar freskañ.
Met bep tro e vane war hol lerc’h al lodenn vrasañ eus ar bitailh kinniget dimp, rak gwall zebrerien eo an dud dre ma pellaer war-du an Hanternoz, ha ken digor ha ma veze a-drugarez Doue hor c’halon, ne oamp ket evelkent evit brifañ e berr amzer kemend-all a voued : pesked fresk pe vogedet, dreist-holl eoged saourus-tre, togoù-touseged aozet e pep seurt stumm, frouezh, jiboez ar vro, kilheien-gouez, gouez enezed, kig demm ha zoken kig karv-erc’h, ha me oar !
Bez' ho poa ul lizher preset. Mont a rit da vord an hent da c'hedal paotr al lizhiri. Gwelout a rit roudoù fresk e varc'h-houarn. Nag a resped deoc'h !
Ha dre ma lakomp penn er Su, an amzer, e-lec'h mont war dommaat evel ma vijed o c'hortoz, a ya er c'hontrol war freskaat : distanoc'h e oa e Casa eget e Bourdel ; ha freskoc'h e-tal Inizi Canarias eget e-tal ar Marok.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
fresk