Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. v.k.e. 1. Lakaat (udb.) da vezañ freskoc'h, da zont freskoc'h. Freskaat e c'henoù gant ur banne dour. Traoniennoù freskaet gant an avel vor. HS. distanañ. 2. Trl. (db. an dud) Freskaat e benn : divec'hiañ e spered eus soñjoù nec'hus. Ezhomm bras en doa da freskaat e benn. HS. aveliñ. 3. (db. an douar) Lakaat da vezañ laosk evit ma vefe aesoc'h da dreuziñ gant an aer hag an dour. Ezhomm am eus da freskaat an douar. 4. Reiñ un neuz fresk d'udb., neveziñ. Freskaet eo bet an daolenn gantañ. II. v.g. 1. (db. an amzer) Dont da vezañ freskoc'h. Freskaat a ra an amzer. Mont a ra an abardaezioù war freskaat. 2. (db. an avel) Dont da vezañ kreñvoc'h. Freskaat a ra an avel.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

An impalazr Aleksandr ar Bras a eure ar c'hentañ sklaserezh evit lakaat e win da freskaat.

1732
Daveenn : GReg pg glaciere (Alexandre le grand fut l'inventeur des glacieres pour rafraîchir son vin.)

An avel a zeuas da freskaat diwar ar reter da'r c'hornôg.

1732
Daveenn : GReg pg fraichir (Le vent vint à fraîchir de l'est à l'ouest.)

freskaat

1732
Daveenn : GReg pg fraichir (terme de marine)

freskaet

1732
Daveenn : GReg pg fraichir (terme de marine, pp.)

Freska, freska, sant Anton !

1732
Daveenn : GReg pg frais (quand le vent manque aux Mariniers , ils disent —— )

em freskaat

1732
Daveenn : GReg pg frais (Prendre le frais.)

em freskaet

1732
Daveenn : GReg pg frais (Prendre le frais.)

freskaat

1850
Daveenn : GON.II pg fréskaat (rafraîchir, rendre ou devenir frais. se rafraîchir. fraîchir. - retoucher, corriger, reformer, revoir, perfectionner. HV.)

freskaet

1850
Daveenn : GON.II pg fréskaat (rafraîchir, rendre ou devenir frais. se rafraîchir. fraîchir. - retoucher, corriger, reformer, revoir, perfectionner. HV. Part.)

An dour hen freskay.

1850
Daveenn : GON.II pg fréskaat (l'eau le rafraîchira).

Freskaat a ra an amzer.

1850
Daveenn : GON.II pg fréskaat (Le temps se rafraîchit).

Freskaet eo gantañ e daolenn.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg fréskaat (il a retouché son tableau).

freskaat

1909
Daveenn : BROU p. 240 (à un sens excusivement neutre)

Ha dre ma lakomp penn er Su, an amzer, e-lec'h mont war dommaat evel ma vijed o c'hortoz, a ya er c'hontrol war freskaat : distanoc'h e oa e Casa eget e Bourdel ; ha freskoc'h e-tal Inizi Canarias eget e-tal ar Marok.

1985
Daveenn : DGBD p15

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial