Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. Lazhañ (un den barnet d'ar marv) a dennoù fuzuilh. Lakaat fuzuilhañ un treitour.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

— Soudarded, krogit ennañ, liammit e zaouarn dezhañ a-dreñv e gein, hag e bourg Berven dirak an holl, ni her fuzuilho.Fuzuilhañ un den ne ra droug ebet deoc’h, n’eus arm ebet gantañ ?

1878
Daveenn : EKG.II p.19

Setu perak, ha ken abred, / On deut d'ar red d'ho kuzuliañ, / Ha tec'hout kuit ' vo deoc'h-c'hwi ret / Rak mennet int d'ho fuzuilhañ.

1960
Daveenn : PETO p59

En Alamagn ar Reter, ma faotr, ma skrabes da fri gant da zorn dehou e vezes fuzuilhet evel gwazour kuzh an Amerikaned.

2015
Daveenn : EHPEA p177

N'eus ket ezhomm da vont pelloc'h evit an "demokratelezh veur" a vevomp enni. Ganti n'eo ket gwall vrav an traoù dija: tud fuzuilhet da vare ar Gumun hag er fozelloù e 1917, lod all lazhet en trevadennoù (aloubadeg Aljeria, Setif, Madagaskar, ar meuriad Bamileke e Kameroun...) hag an trevadennoù mod nevez (lazhadeg ar Rwanda, brezel al lennoù bras, bombezadegoù Iran, Serbia pe Afganistan).

2015
Daveenn : DISENT p37

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial