Pellgargañ ar gerioù kar fuzuilh kontell-fuzuilh sabrenn-fuzuilh
O welet n’int ket c’hoazh kontant da vezañ lakaet ar Roue d’ar marv, o deus ouc’hpenn diskaret an Aoter ha digaset an idolatriaj e Frañs ; abalamour da se e tianzavan al lezenn nevez-se, hag e c’houlennan bezañ diskarget eus va bili a gorporal, ha servijañ hepken evel fuzuilher simpl en armeoù ar Republik.
Kent na lakais troad er c'hazarn, e tlee an deskarded sonerien sevel un tammig abretoc'h ar Meurzh hag ar Gwener, rak hervez ar reolenn ret e veze dezho diskenn er porzh da seizh eur, tapout pep a fuzuilh, mont ha dont, redek, lammat ha sailhat gant ar benveg-se war o skoaz, gourvezañ hag ober kement tra all itriket gant ur c'harter-mestr "sako" evel ma veze graet diouzh ar fuzulherien.
Kement a dud a oa diank da serr-noz ma voe ret kas hep dale un toullad fuzuilherien da glask ha da zegas war vourzh ar re chomet da gousket gant o c’hofad e-mesk ar strouezh pe war ribl ul lagenn hag an deiz war-lerc’h kristen ebet, na zoken o mamm pe o gwreg, ne vije deut a-benn da c’houzout piv ’oant, gant ar goeñvet ma ’z oa o zalfas flemmet gant ar fubu ha skaotet gant pikoloù merien ruz.
Hañv-goañv, forzh penaos e teurveze d'ar mor bezañ, splannoc'h eget ur melezour pe ken kounnaret hag un diaoul dichadennet, boulc'het ha kaset e veze da benn, a-wechoù deiz ha noz, pleustradegoù a bep seurt, da skouer : tennañ war listri kozh, kerreg en donvor, pe razelloù stlejet gant bigi-dre-dan, leviata, treiñ war du-mañ-tu, ha tu evit tu, ar skouadrenn a-bezh pe dre rannlistri an eil war lerc'h egile, stlepel tarzherezed hag o gwintañ goude war vourzh, eveshaat ouzh ar splujerien, kargañ glaou-douar a-dizh pe boledoù a bep seurt ment, gedal ouzh an tarzherien, hag ur bern traoù all ouzhpenn, hag e tu-hont da se kenteliañ a-hed ar bloaz pep rummad martoloded : skol ar ganolerien, skol ar fuzuilherien, an darzherien, al levierien ha zoken ar wernerien, daoust ha ne veze pell 'zo kel ebet nag eus gouel nag eus lien.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
fuzuilher-mor