Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Arm-tan hezoug a dalvez da vannañ boledoù pe blomoù munut. Ur fuzuilh brezel, ur fuzuilh chase. Ur fuzuilh daou denn, a zaou denn. Kargañ ur fuzuilh. Leuskel, ober un tenn fuzuilh. Tennañ gant ur fuzuilh. Skoaziañ ur fuzuilh. Bantañ ur fuzuilh war ub. Bezañ dindan denn fuzuilh. & Kanol, korzenn ar fuzuilh : an duellenn ma tremen ar vannadell. & Beg ar fuzuilh : digor ar c'hanol. Lakaat beg e fuzuilh ouzh tal ub. & Fust, lamm, troad ar fuzuilh : lodenn ar fuzuilh a lakaer ouzh ar skoaz. HS. karabinenn.

Skouerioù istorel : 
48
Kuzhat roll ar skouerioù

fuzuilh

1499
Daveenn : LVBCA p81 (idem, c-est fer a faire feu)

tennet ur fuzuilh

1732
Daveenn : GReg pg fusil (Tirer un coup de fusil, pp.)

fuzuilh

1732
Daveenn : GReg pg fusil (arme à feu)

fuzuilhoù

1732
Daveenn : GReg pg fusil (arme à feu, p.)

fuzuilh

1732
Daveenn : GReg pg fusil (arme à feu, Van.)

kanol fuzuilh

1732
Daveenn : GReg pg fusil (Canon de fusil.)

maen fuzuilh

1732
Daveenn : GReg pg fusil (Pierre à fusil.)

mein fuzuilh

1732
Daveenn : GReg pg fusil (Pierre à fusil, p.)

div, teir fuzuilh

1732
Daveenn : GReg pg fusil (Deux, trois fusils.)

ober un tenn fuzuilh

1732
Daveenn : GReg pg fusil (Tirer un coup de fusil.)

graet un tenn fuzuilh

1732
Daveenn : GReg pg fusil (Tirer un coup de fusil, pp.)

leuskel un tenn fuzuilh

1732
Daveenn : GReg pg fusil (Tirer un coup de fusil.)

laosket un tenn fuzuilh

1732
Daveenn : GReg pg fusil (Tirer un coup de fusil, pp.)

tennañ ur fuzuilh

1732
Daveenn : GReg pg fusil (Tirer un coup de fusil.)

kanolioù fuzuilh

1732
Daveenn : GReg pg canon(s de fusil)

tenn fuzul

1732
Daveenn : GReg pg coup (de fusil, de canon)

kros ur fuzuilh

1732
Daveenn : GReg pg crosse (de fusil)

an drean a zisvant ar fuzuilh

1732
Daveenn : GReg pg (la) detente (fait debander le fusil)

fust fuzuilh &c

1732
Daveenn : GReg pg fût (le bois du canon d'un fusil &c)

fuzuilh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg fuzil ou fuzul (Fusil, arme à feu qui sert particulièrement à l'infanterie).

Gant un tenn fuzuilh em eus e ziskaret.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg fuzil, fuzul (Je l'ai abattu d'un coup de fusil).

fust-fuzuilh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg fust-fuzu (Fût, le bois sur lequel est monté le canon d'un fusil).

poultr fuzuilh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg poutr (-fuzil), poultr (-kanol)

fuzuilh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg fuzil ou fuzul (Fusil, arme à feu qui sert particulièrement à l'infanterie).

— Evit hemañ a zo war hor lerc’h a zo diskarget e fuzuilh, ha n’en deus ket a amzer d’he c’hargañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.302

Un abardaez, war-dro peder eur dioc’h an noz, e kreiz ar goan, e voe gwelet soudarded, ganto o fuzuilhoù karget, o vont er-maez eus a gêr Lambal.

1877
Daveenn : EKG.I. p.37

Bremañ avat chomomp sioul, ar biz war bluenn ar fuzuilh, prest da dennañ pa livirin.

1877
Daveenn : EKG.I. p.164

Tostaat a reas goustadik, ur forc’h houarn en e zorn, hag, ouzh e skoaz, ur fuzuilh a zaou denn, hag hi karget.

1877
Daveenn : EKG.I. p.152

Un dervezh zoken e lavaras d’an daou baour a laboure er memes park gantañ, en ur glevet an tennoù fuzuilh a denned pe war-lerc’h ar c’had pe war-lerc’h al louarn : — Daoust perak e teu an dud-se d’am direnkañ-me amañ ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.54-55

Ar seizh chouant a lammas en ti, baionetez o fuzuilh a-raok evit toullgofañ an hini en dije esaet enebiñ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.121

Ur manac’h yaouank-flamm, hag a yoa o chom er penn pellañ eus ar gouent, a zihunas o klevet an tennoù fuzuilh kentañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.42

Ret eo deoc’h diverglañ ho fuzuilhoù en ur dennañ war ar c’houeriad-mañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.183

Skeiñ a ris warni daou pe dri daol gant kros va fuzuilh...

1878
Daveenn : EKG.II p.39

Ya, ya, eme ar soudarded a-unan, gwir a lavar hor c’hamarad ; tennomp warnezhañ, evel d’ar gwenn, ha pa ne ve ken nemet evit diskargañ hor fuzuilhoù, ha dreist-holl, evit diskouez d’hor jeneral Canclaux hor beus renket tennañ, evit en em zifenn.

1878
Daveenn : EKG.II p.182

Ar valtouterien gant o fuzulioù, o sabrinier, o fistolennou, a daole evezh mat.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1027 (Gouere-Eost 1924)

Ret e voe d'ar "re zilezet" en em harnezañ, sammañ o sac'h, kregiñ en o fuzuilh ha mont en hent... En o zouez en em gave Yann Seitek hag e gamalad yaouankoc'h Pêr Mahe

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Ret e voe d'ar "re zilezet" en em harnezañ, sammañ o sac'h, kregiñ en o fuzuilh ha mont en hent... En o zouez en em gave Yann Seitek hag e gamalad yaouankoc'h Pêr Mahe

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Muzuliet e vez an amzer tremenet etre tarzh un tenn-fuzuilh, da skouer, ha distro an trouz adalek ar goueled betek al lestr.

1943
Daveenn : TNKN p12

A-wechoù, ez aemp da chaseal konifled gant chas ha fuzuilhoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.88-89

E-giz armoù, hor boa bet fuzul, baionetezenn, ur sac’h-kein lien, sterniet gant koad ; tri bisac’h-tennoù hag o lêrennoù, hag ouzhpenn… un nebeud seier bihan-bihan a oa enno ar boued-mir, hag [a] oa difennet groñs o zañva dindan boan a gastiz spontus.

1944
Daveenn : EURW.1 p.194

Ne zaleas ket da stouiñ e benn, rak bolodoù un tenn fuzuilh a c’hwitellas dreist ar c’hleuz, hag a nijas tost dezhañ. — « Manket ! » a lavaras un den.

1944
Daveenn : ATST p.78

Gab Winamant, ma zad-iou a en em engouestlas e bagad chouanted Herri de Saizy, hag a chomas pevar pe bemp bloaz gant ar fuzul war e chouk, da stourm evit « ar Feiz hag ar Vro ».

1944
Daveenn : EURW.1 p9

Mont a ra ar serjant er-maez hag e tistro gant ur soudard, ur vaionetez ouzh beg e fuzul.

1960
Daveenn : PETO p41

Ar soudard, e fuzul gantañ war e skoaz, a ya ha a zeu dre ar sal.

1960
Daveenn : PETO p42

Ar c'hamached o titouriñ / Ez out kablus m'o deus tarzhet / Ar fuzuilhoù pa voe harzet.

1960
Daveenn : PETO p75

Tri denn fuzuilh a groz hag e kouezh [ar person] d'an douar.

1960
Daveenn : PETO p78

Ar strolladoù bodet e-barzh ar "c'holektif enep ar greizenn nukleel" [...] o doa galvet an dud d'en em gavout da 5 eur d'abardaez en tu all eus an Oded, tal al lezvarn, evit chom hep reiñ un digarez da baotred an arme pe ar C.R.S.ed da c'hoari gant o fennoù-bazh, o fuzuilhoù hag o grenadennoù.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 4

Ha kalz ivez o deus dizesket ober gant doareoù hemolc'h ar re gozh ; ha strizh eo ouzhpenn lezennoù ar Gouarnamant war ar chase, ha diaes bras eo d'ur morian kaout an tu da vezañ fiziet ennañ ur fuzuilh koulz ha da gaout tennoù da lakaat e-barzh p'en devez unan.

1985
Daveenn : DGBD p75

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial