Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
11
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Den a oar galleg, a ra gant ar galleg. Prezeg e galleg evit ar c'hallegerien. Ma gwreg a oa gallegerez. [1955][...] met allas biken, ha pa vefe bev bete-vremañ, ne vo ur galleger direbech, rak an disterañ ma paoueze da deurel evezh war e deod hag e zent, e tifloupe raktal digantañ « diou sioucre », « dié la connnfitioure » ha traoù brav all e giz-se. & Stn. A oar galleg, a ra gant ar galleg. Darempredoù gant ar Stad galleger.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

galleger

1850
Daveenn : GON.II pg galléger (celui qui parle le français).

gallegerien

1850
Daveenn : GON.II pg galléger (celui qui parle le français. Pl.)

Ar vrezhonegerien a oa pell diaesoc'h kaout an ober outo eget ar c'hallegerien.

1944
Daveenn : EURW.1 p40

Rak mar deo anavezet hiviziken anv paotr Lotei gant un dornadig mat a vrezhonegerien, hag e oberoù gant ur re bennak ivez, arabat goulenn digant gallegerien Breizh-Uhel enoriñ ha karout un den ha levrioù dianav-krenn evito.

1944
Daveenn : ARVR Niv. 165

Ne oa darempred ebet etre ar vrezhonegerien hag ar c'hallegerien.

1944
Daveenn : EURW.1 p34

Dre hir amzer, dre huchal hon-daou, en arvar da zijavedañ, ha lies gwech da spouroniñ ar paour kaezh tud o chom er c’hambroù nesañ d’am hini, e krogas Yann da vont war wellaaat, met allas biken, ha pa vefe bev bete-vremañ, ne vo ur galleger direbech, rak an disterañ ma paoueze da deurel evezh war e deod hag e zent, e tifloupe raktal digantañ « diou sioucre », « dié la connnfitioure » ha traoù brav all e giz-se.

1955
Daveenn : VBRU p.63

Andropogon citratus, anvet "citronnelle" gant ar c'hallegerien.

1985
Daveenn : DGBD p40

yayayayaya... o doa lavaret un nebeud gallegerezed war he lerc'h.

2013
Daveenn : YUDAL p43

Ofis publik ar brezhoneg