Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. 1. Dre zismeg Ger pe droienn vrezhonek deuet eus ar galleg, pe levezonet gant ar galleg. Diwriziennañ ar gallegajoù. Ne ray ket gant "james", rak ma kavo dezhañ n'eo nemet ur gallegaj euzhus. DHS. gallegadur. 2. Dre zismeg Skrid pe brezeg e galleg. II. H.g. 1. Dre zismeg Galleg. [1954] Gwir eo, er mare-se ne veze ket klevet ar vugaligoù o trailhañ gallegach dre an heñchoù [...]. 2. Gallekadur. Mistri- skol faziet e hentoù touellus ar gallegaj.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

gallegaj

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gallégach (gallicisme, façons de parler de la langue française indûment transportées dans une autre langue).

gallegajoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gallégach (gallicisme, façons de parler de la langue française indûment transportées dans une autre langue. Pl.)

Gwir eo, er mare-se ne veze ket klevet ar vugaligoù o trailhañ gallegach dre an heñchoù ; holl a raent [sic], krennarded koulz ha merc'hed, gant ar brezhoneg dalc'hmat, er gêr, er c'hatekiz, er parkeier pa vezent o vaesa pe o neizhata, e pep lec'h nemet er skol, rak eno e veze krozet dezho, ha kastizet e vezent zoken gant ar « Symbol » [sic, simbol], ar « Vuoc'h goad », kerkent ha ma tifloupe diganto ur ger en o yezh vroadel.

1954
Daveenn : VAZA p.8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial