I. B.
A. Korn a ra daou dra hirik o tisrannañ an eil diouzh egile.
Gaol ar wezenn : lec'h ma tisrann ur skourr pe skourroù diouzh ar c'hef.
Gaol ar bizied. Gaol ar bragoù : korn a ra an div vragezenn.
HS. forc'h, skalf.
B. (db. ar c'horf)
1. Lec'h m'emañ stag an divvorzhed ouzh ar c'horf.
[1924] [...] korfoù faoutet dre hanter eus ar skoaz d’ar c’haol.
2. Dre ast., dizoare (db. ar merc'hed)
Termen a dalvez da aroueziñ an organoù revel.
&
Trl.
Bezañ an tan en he gaol gant ub. : bezañ c'hoant bras ganti da gaout darempredoù rev.
N'eus ket ur c'haol sec'h ganti : plijout a ra an darempredoù rev dezhi.
&
Kunuj.
Gaol skañv, gaolig : plac'h a blij an darempredoù rev dezhi. Gaol sec'h : plac'h c'haonac'h.
3. Estl.
Dizoare
Ma gaol ! : troienn a reer ganti da ziskouez eur aet faezh gant udb.
II. H.b.
1. Dre skeud., pemdez (e troiennoù)
Kammedoù bras. Ober gaol war-du ul lec'h bnk.
Dont gant gaol : gant tizh.
Reiñ gaol dezhi : skampañ kuit.
DHS. skar.
2. Trl. skeud.
Ki gaol : ki a vez atav etre divesker an dud, o klask bezañ flouret.
&
Dre ast.
Lubaner.
&
Dre ast.
Merc'hetaer.
3. Trl., dre fent
Marc'h-gaol : marc'h-houarn.
Daveenn :
GReg
pg charrue (la fourche de la charuë)
bezañ e gaol an alazr
beza ê gaul an alazr
1732
Daveenn :
GReg
pg charrue (gouverner la charruë pour charruer)
gaol ur wezenn
gaul ur vezen
1732
Daveenn :
GReg
pg fourchon (Fourchon d'un arbre, l'endroit ou les branches se divisent, autrement, le fourc d'un arbre.)
gaol
gaul
1732
Daveenn :
GReg
pg (l'entredeux des cuisses)
gaoloù ur wezenn
gaulou ur vezen
1732
Daveenn :
GReg
pg fourchon (Fourchon d'un arbre, l'endroit ou les branches se divisent, autrement, le fourc d'un arbre, p.)
gaol
1850
Daveenn :
GON.II
pg kavas, gavl (enfourchure, endroit où une chose se fourche, se sépare en deux. L'endroit où deux branches se divisent. séparation ou entre-deux des cuisses), gaoli, gaolod, gaoloc'h
gaol
gavl
1850
Daveenn :
GON.II
pg gavl (voyez "gaol"), gaol (enfourchure, endroit où une chose se fourche, se sépare en deux. L'endroit où deux branches se divisent. séparation ou entre-deux des cuisses).
gaolioù
gaoliou
1850
Daveenn :
GON.II
pg gaol, gavl (enfourchure, endroit où une chose se fourche, se sépare en deux. L'endroit où deux branches se divisent. séparation ou entre-deux des cuisses. Pl.)
gaolioù
gavliou
1850
Daveenn :
GON.II
pg gaol, gavl (enfourchure, endroit où une chose se fourche, se sépare en deux. L'endroit où deux branches se divisent. séparation ou entre-deux des cuisses. Pl.)
Dindan ar vouc’hal, bet diwanet diwar deuzadur teir zolzennad arem ha gouest an dremm anezhi da droc’hañ ur vlevenn war zour ha da dennañ gwad d’an avel, e kouezhas neuze hanterglopennoù, hanterbennoù, brec’hioù ha garoù distaget ha korfoù faoutet dre hanter eus ar skoaz d’ar c’haol.
Dindan ar vouc’hal, bet diwanet diwar deuzadur teir zolzennad arem ha gouest an dremm anezi da drouc’ha eur vlevenn war zour ha da denna gwad d’an avel, e kouezas neuze hanter-glopennou, hanter-bennou, brec’hiou ha garrou distaget ha korfou faoutet dre hanter eus ar skoaz d’ar c’haol.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.55
gaol
1931
Daveenn :
VALL
pg bifurcation
Ur pleg-mor hir ha gaoliek, ur stêr o tiboukañ e pep gaol.