An hini he deus lavaret an dra-se deoc'h a zo ur gaouiadez.
Ann hini é deûz lavared ann drâ-zé d'éoc'h a zô eur gaouiadez.
1850
Daveenn :
GON.II
p.71
— « Neuze, eme 'n aotrou, perak klask kaout ouzhpenn, / Kaout ar maner-mañ c'hoazh ? Ur gaouiad oc'h, va den ! »
— « Neuze, eme 'nn aotrou, perak klask kaout ouc'h-penn, / Kaout ar maner-ma c'hoaz ? Eur gaouiad oc'h, va den ! »
1867
Daveenn :
MGK
p70
Mat, bremañ ez an da lavaret deoc’h ar pezh a zo arruet en hor bro, gant darn eus ho tud-kozh, hag e welf[e]t goude-se ha gaouiad eo Yann Bennorz.
Mad, breman ez an da lavaret d’ehoc’h ar pez a zo arruet enn hor bro, gant darn euz ho tud koz, hag e velfot goude-ze ha gaouiad eo Ian Bennors.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.155
Kaout a reot glabouserien ha n’o deus bet james aon, war o meno ; ar re-se a zo gaouiaded.
Kaout a reot glabouserien ha n’o deuz bet jamez aoun, var ho meno ; ar re-ze a zo gaouiaded.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.123
Ha piv a c’hell touiñ din-me n’emaout ket o lavaret gevier, oc’h esa ober goap achanomp ? Ni a zo bet tizhet c’hoazh gant gaouiaded eveldout, mes ne vezimp ken.
Ha piou a c’hell toui di-me n’emaout ket o lavaret gevier, oc’h esa ober goap achanomp ? Ni a zo bet tizet c’hoaz gant gaouiaded eveldoud, mez ne vizimp ken.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.150
ken trubard eo, ken gaouiad eo
1931
Daveenn :
VALL
pg aussi
ken trubard ha ma'z eo gaouiad
1931
Daveenn :
VALL
pg aussi
Ar seurt skoilhoù d’ar frankiz-bevañ ne dalvezont da netra nemet da greskiñ niver ar gaouiaded.
Ar seurt skoilhou d’ar frankiz-beva ne dalvezont da netra nemet da greski niver ar gaouiaded.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.127
— « Penaos 'ta ? Kouezhet er puñs. Gaouiad ! Anzavit 'ta hoc'h eus stlapet anezhi er puñs, maleüruz bihan. »
— « Penaos 'ta ? Kouezet er puñs. Gaouiad ! Anzavit 'ta hoc'h eus stlapet anezi er puñs, maleürus bihan. »