garm
garm
garm
garm
Ar vro a zo diwallet gantañ a guitais, ur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an neñv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a vouezhioù doueel na davont nepred, o tassoniñ dalc’hmat gant hiboud an eienennoù, kroz ar froudoù hag al lammdourioù, sarac’h ar c’hoadoù, garm an evned ha blej an tropelloù ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadoù, goude un niver emgannoù, ha deut da hêrezh ar gouennoù illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasañ, kaerañ, krenvañ ha gwellañ eus ar bed.
Hag ar [g]arm a daole pep tonn en ur vont dreist ar c’haead-se, oc’h en em unaniñ gant garm an donn a-raok ha gant garm an donn war-lerc’h, ne oa ken anezho holl a-dreuz d’an aer nemet ur c’harmadeg unvan, bras ha didav, a lakae da vraouac’hiñ ar pesked hag an evned war-hed tri-ugent lev ac’hano.
Deoc'h ra blijo galv ar bedenn / ' Gas e c'harm eus ar c'houeledenn / M'en em zifret enni gwastet / Gant an heug en deus e fastet.
Ha war-dro 10 eur 1/2 e voe ur youc'hadenn vras a levenez, ar garm "on a gagné" huchet gant meur a viliad tud pa voe klevet e oa lezet ar brizonidi da vont dieub er-maez.
Eno e krogomp gant al labour, hag en eil nozvezh tremenet eno em boe tu da welout ur veilhadenn-gañv, en-dro d'an tan, gant garmoù leñverezed.
leuskel a reas un doare garm, ha neuze, d'an daoulamm war-laez er gambr-studi
En he sell e sav liv ar sebez hag ar spouron mesk-ha-mesk, met ur spouron mut eo, hep garm na ger.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
garmadeg