garmet
garmet
aba c'harm
garmet
E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".
N’ouzon nemet un dra : en amzer hiziv al loened a harzh, a c’hwitell, a vlej, a wic’h, a viaou, a hinno, a yud, a hud, a voud, a chilp, a glip, a goag, a c’hroag, a gan, a richan, a grougous, a roc’h, a doc’h, a soroc’h, a c’harm, a ragach, a c’hregach, a gloc’h, a youc’h, a razailh, a rizink, pep hini en e vod hag hervez e ouenn.
Hag hemañ a c’harme muioc’h-mui, pa ne c’helle ket ober a-hend-all.
A-vec'h ma 'm boa bet amzer da gompren un dra bennak, setu ma welan o tont diouzh penn avel izel ar geriadenn, e-lec'h m'emaint o lojañ, ar vBavoumboued holl a-vandenn, en ur c'harmiñ hag en ur youc'hal, ar fulor en o daoulagadoù, o sevel o "machete" er vann, prest da sailhañ war ar bPahouined.
Aotrou, ma oa va mestr, perak e touge ur maskl war e zremm ? Ma oa va mestr, perak garmiñ evel ur razh ha tec'hout diouzhin ?
"Me zo 'vont da lavarout dit, me," a c'harm Adriani adarre.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
garmus