Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Stad udb. gleb pe leizh. Skeud ar gwez a vir glebor an douar dindano. 2. Dour (dalc'het) en aer pe o c'holeiñ tanav pe oc'h intrañ an traoù. C'hwezhet ar c'hoad gant ar glebor. HS. leizhadurezh. 3. Amzer c'hleb. Re a c'hlebor zo bet er goañv. ES. sec'hor. II. G. Prantad gleb. Goude ar gleboroù zo bet e ra vad ur banne heol.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

glebor

1499
Daveenn : LVBCA p84 (moistete)

dizouarañ a ra ar buzhug gant ar glebor

1850
Daveenn : GON.II pg dizouara

glebor

1850
Daveenn : GON.II pg glébor, leizder

ar gwern hag an haleg a gar ar glebor

1850
Daveenn : GON.II pg glébor

Setu ar goulm o vont digor he divaskell hag ur valkenn zu-pod rag-enep o sevel. Rankout voe d'al labous klask bod ouzh ur wezenn, he-unan er vro-se, outi dibaot delienn. Ar goulm hanter strobet, pa voe aet an arnev, un derzhienn riv ganti, a c'hournij ac'hane. Sec'hañ a ra, dre ma c'hell, ar glebor zo outi.

1867
Daveenn : MGK p19

Ni a deuas da goadoù Kermengi [sic], hag en ur vont ec’h ejomp d’ar Gêr a Draoñ da gerc’hat pep a vriad kolo da astenn azindanomp, evit en em viret dioc’h glebor an douar.

1878
Daveenn : EKG.II p.11

Daoust pe aon a oa na zisleberje an traoù gant glebor diwar ar c’hoadoù tro-dro, pe uheloc’h abeg a zeue kentoc’h diwar ar C’hredennoù, magañ tan war an oaled a raed dibaouez.

1923
Daveenn : SKET p.64

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial