Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Zo goloet tanav ar gorre pe dreuzet an danvez anezhañ gant dour pe ul liñvenn all bnk. Daouarn, mein gleb. Dilhad, douar gleb. & (dirak ur spizer) Gleb-dour : gleb-tre. & Gleb-teil, [1867, 1985] gleb-dour-teil, [1985] gleb-par-teil : gleb-holl. [1985] Ne voe ket pell an holl ac'hanomp o vezañ gleb-dour-teil. [1985] Gleb-par-teil on, rivet on. & Trl. kv. Ken gleb hag un touilh : gleb-holl. ES. sec'h, kras. 2. (db. an amzer) Gleborek. DHS. leizh, mouest. 3. Trl. skeud. Mont kuit evel ur c'hazh gleb : mont kuit toutek. & Ober e gazh gleb : lubaniñ. 4. Dre fent, trl. Erru eo gleb e c'henoù : krog eo da vezañ mezv.

Skouerioù istorel : 
28
Kuzhat roll ar skouerioù

gleb

1499
Daveenn : LVBCA p84 (moistez)

gleb

1659
Daveenn : LDJM.1 pg mouillé

brumenn gleb

1732
Daveenn : GReg pg bouée (petite plüie de peu de durée)

Rev-gwenn er c'hresk, / Amzer gaer ha fresk. / Rev-gwenn en diskar, / Amzer gleb hep mar.

1732
Daveenn : GReg pg gelée (On dit proverbialement en François & en Breton : / Gelée blanche au croissant, / Marque de beau tems : / Gelée blanche au decours , De la pluïe sous trois jours.)

glub

1850
Daveenn : GON.II pg gléb (mouillé. humecté. humide. moite. en Vannes, "glûb" ou "glueb"), glûb

gleb

1850
Daveenn : GON.II pg gléb (mouillé. humecté. humide. moite. en Vannes, "glûb" ou "glueb").

gleb

1850
Daveenn : GON.II pg gléb (mouillé. humecté. humide. moite), glûb, leiz, pg delt

Gleb eo va sae.

1850
Daveenn : GON.II pg gléb (Mon habit est mouillé).

N'eo ket c'hoazh gleb a-walc'h an douar.

1850
Daveenn : GON.II pg gléb (La terre n'est pas encore assez humide).

« Ar re-mañ a labour bemdez gant o divrec'h, / Gleb-dour-teil e c'hwezont[,] krommet dindan o bec'h, / Ha dre ma tizhont kaout ur pennadig amzer / Da ziskuizhañ o c'horf, savet o fenn en aer, / E troont o spered en-dro da daol evezh / Oc'h kement a welont, da zastum gouiziegezh. »

1867
Daveenn : MGK p92

Eno, ker paour ha Job, gleb-dour-teil, hanter noazh, / Un truez-o-gwelet, e kerzhent gant an hent, / O c'houlenn, en anv Doue, oc'h ar re a welent, / Ur c'hriñsenn da c'hortoz peadra da vevañ.

1867
Daveenn : MGK p78

Pehini ac'hanoc'h, ma lennerien, en ur lakaat an tan war un alumetezenn, d'an noz, er devalijenn, na'n neus ket gwelet, o sevel diwar e voest chimikez, evel ur vogedenn lugernus ?... Se a c'hoarvez peurvuiañ pa ve[z] gleb an amzer ha mouest an alumetez.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

gleb eo penn-kil-ha-troad

1909
Daveenn : BROU p. 407 (des pieds à la tête)

Ur gompezennad ec’hon a beurvanoù hag a goadoù n’eo ken, uhel ha sec’h diouzh ar c’hreisteiz etrezek an Erkunia, izel ha gleb avat diouzh an hanternoz a-hed ar mor.

1923
Daveenn : SKET p.125

Treantet gant an hañvouez gleb-dour-teil.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1034 (Gouere-Eost 1924)

Hag en gwirione, re alies, pa ne [veze] ket o mamm er gêr, e weled anezho o ruzata war ar gerreg, o c’haloupat war an aod, gleb-dour-teil, pe o ruzañ o botoù, leun a frigas hag a fank war an heñchoù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

Ac’hane betek ar gourlen, an daou baourkaezh archer o deus bet trawalc’h da ober evit dispegañ o zreid pounner diouzh an traezh lec’hidus, gleb ha gwak.

1925
Daveenn : BILZ2 p.131

Darn anezho, er Mor Keltiat, n'int ket bet ruilhet; lakaat a reont ac'hanomp da soñjal, koulskoude, er gwiskadoù anvet head a vez kavet e Breizh hag e Kernev-Veur da skouer, anezho un dolzennad pri ha mein kognek a riskle gant tor ar c'hrec'hiennoù d'ar mare ma oa yenoc'h ha glepoc'h an hin eget bremañ, e-kerzh ar Pevarhoalad.

1943
Daveenn : TNKN p33

Hag o-daou en em vazhataent er foz, e-touez ar pri hag an delioù gleb, a daolioù daouarn, hag a daolioù treid.

1944
Daveenn : ATST p.21

Ar breur Arturo, nac'het gantañ azezañ, a chome ouzh e sav, gant e skubellenn hag e zorch, dirak Palmira daoulinet war darenn-derez chapelig ar Rozera. Sevel a rae houmañ davet ar paotr yaouank daoulagad gleb ha tomm gant ar gwiliouri.

1949
Daveenn : SIZH p.49

Skinañ a rae gant ur gened disi. Ar muzelloù, ruz-livet, a oa un hoal, daoust d'o mousklenn. An daoulagad du ha gleb, a zeve en o donder un tan a daole sklerijenn ha gwrez war an dremm paret warnañ.

1949
Daveenn : SIZH p.58

A-raok mont da ziboultrañ an aoterioù eta, ar breur Arturo a oa savet c'hoant dezhañ en em gempenn ivez. (…) Bec'h en doa degaset d'ar soavon, hag edo a-zevri o kribañ e vlev gleb.

1949
Daveenn : SIZH p.43-44

N'hor boa ket kontet avat gant an tre hag an avel-benn : bep houlenn e tourte hor bag e-barzh, hag e lamme an tarzhioù dreistomp ha ne voe ket pell an holl ac'hanomp o vezañ gleb-dour-teil.

1985
Daveenn : DGBD p89

Pa rankont treuziñ an dour e vije lavaret ne fell ket dezho bezañ gleb, rak n'eo ket mont en dour, evel ma ra ar pesked all a reont, hogen mont a-lammoùigoù war an dour, harpet war o angelloù ledan, ha buan adarre da guzhat en o douarenn lec'hid, en tu all d'ar ganol.

1985
Daveenn : DGBD p59

Gleb-teil e oant holl, krenañ a raent gant ar riv, ha kentañ tra a glaskjont ober a oa enaouiñ un tantad tan evit tommañ ha sec'hañ o dilhad.

1985
Daveenn : DGBD p135

Gleb-par-teil on, rivet on.

1985
Daveenn : DGBD p170

ur riolennad vras ganet diwar nouspet riolenn vihan heñchet gant ar blevennoù war ma brusk... Arabat din fiñval em liñselioù... gleb int gant ar c'hwezenn, met tomm... ma fiñvan e teuint da vezañ yen evel liñsel an hini marv...

1992
Daveenn : EAZB p.128

Kompren ha kendrueziñ a ran met divanet lip on hag ar soñj e rankin ober ma c'hazh gleb e-pad div eur a zo dreist ma maner.

2015
Daveenn : EHPEA p143

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial