— « Re wir ! re wir ! va nized. Petra ’ rin-me, bremañ, e Karreg-al-Louarn, me ur paour kaezh ["paourkaezh"] intañvez, klañv, kozh, va-unan, va-unan ! » Ha Mari a ouele.
[…] war ur voger e diabarzh santual Isis, ul lec’h ma pedas ennañ, ma c’houzañvas marteze ha ma ouelas ennañ kantvedoù ’oa paour kaezh tud eveldomp-ni, ul lec’h ’ta e tlefe pep hini doujañ dezhañ, sed amañ petra’ skrivas Tachoires Gonzagues eus Arkachon, ur c’heneil dalc’hmat war va seulioù ha ne guzhen ket nemeur a dra outañ : […].
A-benn ar fin, en em lakeas da ouelañ ha war an taol e chomis gant va genou digor[-]bras, rak kammed ne oa degouezhet dezhañ ober kemend-all dirazon.
Ne ris ket kalz a van ouzh he daeroù, rak gouelañ druz a rae pa gare, da skouer pa c’hwite war ur grampouezhenn, pa dremene ar gannerez hep plediñ raktal gant e c’houez, adal m’ankounac’hae he sivi dareviñ da geñver gouel Sant-Erwan, met kammed ne bade gwall-bell [sic, gwall bell] he reuziad.
A-greiz m'edo o kimiadiñ diouzhin, setu hi o tirollañ da ouelañ dourek...
Mont a ris kuit, ken bec'hiet va c'halon ma'm befe gallet gouelañ me ivez.
Div anezhe, kroaziet o divrec'h, a zo o ouelañ en ur zifronkañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gouelañ