Plijout a rae dezhi moarvat ober ur wech an amzer ur c'hofad gouelañ, ha Biz Kamm, daoust ha ma veze ar peurliesañ ken dibreder hag ur vi nevez dozvet, a lavare neuze, ur sac'had droug ennañ : « Va Doue ivez 'ta gant homañ ! krog eo adarre merc'h Sapeur da zougen kañv d'he bramm kentañ ! »
Graet e voe an traoù evel pa vijemp aet da zaoulinañ dirak an aoter e Priel pe Berwenan – na pebezh reuziad gouelañ he dije graet neuze Soaz Sapeur !
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gouelañ