Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Daeroù. Nag a ouel en ti pa'z ejont kuit. [1878] Yann ne zaleas ket pell : n’oa evit ober vad ebet, hag ur ranngalon e oa bezañ en dervezh-se e Lanzeon. N’oa nemet gouel ha kañv. 2. (impl. da anv unan ; en e furm lies) Daeroù. Ne c'halle ket komz gant ar goueloù. & Trl. Goueloù kazh, goueloù ki : skuilhet en ur ober van da ouelañ.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

An Aotrou Breton ha Filip en em lakeas adarre e bale, hag en em gavas a-raok m’oa re noz e mereuri Kerouzere, el lec’h m’edo ar c’hri hag ar gouel, rak gouzout a raent o doa ranket paotred Breizh kemeret an tec’h e Kergidu.

1877
Daveenn : EKG.I. p.307

Yann ne zaleas ket pell : n’oa evit ober vad ebet, hag ur ranngalon e oa bezañ en dervezh-se e Lanzeon. N’oa nemet gouel ha kañv.

1878
Daveenn : EKG.II p.80

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial