gouel lestr
lien gouel, lien c'houel
mont da c'houel
neud gouel
Tra pe dra en dije atav da ober er bagoù : teuler dour eus luseo ar vag vras gant ar skop ; lakaat ar gouelioù, ar skoudoù, an drisoù da sec’hañ ; lardañ ar wern, ar stae, ar poleoù, astenn ar fard war ar bili evit o disgweañ ; divailhañ an drag pe ar sein evit o dresañ ; koltari, livañ ar vag vihan pe an hini vras.
Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.
O c’holeiñ he diskoaz n’he deus mui nemet gouel hir he fennad[-]blev du.
Hañv-goañv, forzh penaos e teurveze d'ar mor bezañ, splannoc'h eget ur melezour pe ken kounnaret hag un diaoul dichadennet, boulc'het ha kaset e veze da benn, a-wechoù deiz ha noz, pleustradegoù a bep seurt, da skouer : tennañ war listri kozh, kerreg en donvor, pe razelloù stlejet gant bigi-dre-dan, leviata, treiñ war du-mañ-tu, ha tu evit tu, ar skouadrenn a-bezh pe dre rannlistri an eil war lerc'h egile, stlepel tarzherezed hag o gwintañ goude war vourzh, eveshaat ouzh ar splujerien, kargañ glaou-douar a-dizh pe boledoù a bep seurt ment, gedal ouzh an tarzherien, hag ur bern traoù all ouzhpenn, hag e tu-hont da se kenteliañ a-hed ar bloaz pep rummad martoloded : skol ar ganolerien, skol ar fuzuilherien, an darzherien, al levierien ha zoken ar wernerien, daoust ha ne veze pell 'zo kel ebet nag eus gouel nag eus lien.
Koulskoude e taolis fed ouzh un darvoudig n’am boa biskoazh gwelet : e-keit m’edo ar beleg o vinnigañ ar gwalinier e voe astennet gant pevar zest a-us d’hor penn ur c’haer a ouel dantelezhet, moarvat hervez ar c’hiz en ilizoù ar Wir Feiz, ha marteze diouzh ma vez lidet ar seurt ofis gant menec’h Sant Dominik [Dominig]… n’ouzon dare.
Ha setu ma ne welis e-pad ar pevar devezh-se nemet div vag war hon hent, div vag-pesketa oc'h ober gouel war-zu an Norzh, bagoù eus hor bro marteze a-walc'h, war hent an distro da Gameled pe da Zouarnenez, graet ganto o zroiad e Maoretania...
Peuzsklaset e oa c'hoazh e gof-bihan pan savas ar ouel - rak goloet e oa e benn - ha pan lavaras - e gomzoù diwezhañ e voent - Kriton, ur c'hilhog a zleomp da Asklepios; paeit-eñ, na ankouait ket.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gouel