Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. Reiñ nerzh kalon, youl d'ub. Kennerzhet eo bet gant da gomzoù. HS. kalonekaat. ES. digalonekaat. 2. Harpañ ub. da c'houzañv ur boan, da vont dreist d'ur blegenn ziaes. Kennerzhañ un den enkrezet. Doue da'z kennerzho. HS. frealziñ.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

kennerzhet

1850
Daveenn : GON.II pg ken-nerza (secourir. aider. Part.)

kennerzhañ

1850
Daveenn : GON.II pg ken-nerza (secourir. aider).

Eo gourc’hemennet d’an holl hucherien kemennet evit se lakat ober ar varnedigezh-mañ, da bep komandant ha da bep ofiser ar galloud publik kennerzhañ, pa vezint goulennet hervez al lezenn, d’ar gomiserien eus ar galloud da genveilhat.

1878
Daveenn : EKG.II p.210

Tri dlead : Difenn ar Ouenn, Darnaouiñ pep gouiziegezh, Kennerzhiñ ar re wasket.

1909
Daveenn : REZI p.28

kennerzhañ

1931
Daveenn : VALL pg aider, assister (aider)

Kennerzhet e voen gant ar c'heloù-se, hag e c'hellis mont evel-se, un tamm divec'hiet va spered, da Loperc'hed da sikour va mamm da brientiñ douar evit lakaat sivi.

1985
Daveenn : DGBD p5

Ar brav ma oa deuet gantañ a gennerzhas tud all da ober heñvel.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 20

Moustrañ a ran warnon evit chom hep stagañ da ouelañ me ivez, pa vez poan evit daou e vez poan evit tri, evel a lavarer, rak dindan kouezhañ a-flav emaon. Klask a ran kennerzhañ anezhi koulskoude.

2015
Daveenn : EHPEA p67

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial