Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Pezh a zegas nerzh-kalon d'an den. Deuit da'm c'havout, ha roit kennerzh din. An holl gennerzh a c'hallje ar re-mañ da c'hoantaat. & (impl. da anv unan) Ho komzoù zo ur gennerzh evidon. HS. frealz, konfort.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

kennerzh

1732
Daveenn : GReg pg aide

kennerzh

1732
Daveenn : GReg pg aide

kennerzh

1850
Daveenn : GON.II pg ken-ners (Secours. Aide).

"kennerzh" g.

1923
Daveenn : SKET p.163, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Soutien, assistance, aide, secours, renforcement".

Flammañ a reas war lein ar grec’hienn-greiz, war vegel bro-Vanos ; ha skediñ e teñvalijenn an noz evit eurvad ha levenez an dud, frealz ha kennerzh an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.56

Disklêriañ a rejont na oant ket deut er vro e sell da ziazezañ enni, hogen evit kenwerzhiñ ; ez oa, koulskoude, o menoz chom enni ur pennad-amzer hag ez oant tuet, e-keit ha ma chomjent, da reiñ da vibien Vanos an holl gennerzh a c’hallje ar re-mañ da c’hoantaat ; ez oa reizh-mat dezho sevel kevredad hag en em skoaziañ o vezañ ma’z oant an eil re hag ar re all ermaeziaded war an douar-se ma teuent di dre vor eus ar C’huzh-heol ha mibien Vanos dre zouar eus ar Sav-heol, hag ouzhpenn, pa rae dezho an doueed kejañ ker burzhudus el lec’h-se, hag int keit-ha-keit-all dioutañ ar mammvroioù anezho, eo o doa, hep mar, un dezo bennak en o c’heñver.

1923
Daveenn : SKET p.101

kennerzh

1931
Daveenn : VALL pg aide

Ur c'hennerzh dispar e voe evidon komzoù ar Pahouin kozh-se.

1985
Daveenn : DGBD p152

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial