I.
G.
1. LENN.
Den gourel e reizh, deuet d'e vent.
Ne gredas nikun na dislavaret ar gour yaouank, na talañ outañ en emgann.
DHS. gwaz.
2. Hini.
Eñ eo ar furañ gour. Gwellañ gour zo.
II.
Stn.
Termen a dalvez da zezverkañ an dud zo deuet da zen.
An oad gour. Bezañ en e oad gour : bezañ oadour. Un den gour, an dud gour. Ne dremenas devezh ebet eus e vuhez gour hep stourm.
Daveenn :
GON.II.HV
pg gour (Homme. Personne. Ce mot n'est plus usité aujourd'hui, excepté après la négation).
"gour" [...] (kembraeg "gwr", iwerzhoneg "fer", latin "vir").
"gour" [...] (kembraeg "gwr", iwerzoneg "fer", latin "vir").
1923
Daveenn :
SKET
p.178, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Homme".
(3) "Virotouta", "kreñv evel ur gour"
(3) Virotouta, "krenv evel eur gour"
1923
Daveenn :
SKET
p.12
Ganedigezh Manos ha Bena, ar c’hentañ gour hag ar gentañ maouez.
Ganedigez Manos ha Bena (2), ar c’henta gour hag ar genta maouez.
1923
Daveenn :
SKET
p.31
E-touez ar frankizennoù m’eo marellet ar c’hoad, unan a zo, ec’hon-dreist, glas ha heoliet-kaer, e tiskouezer enni ur grugellig-vez, a c’hourvez dindani, hervez un hengredenn digemeret gant an holl, relegoù ar c’hentañ gour hag ar gentañ maouez.
E-touez ar frankizennou m’eo marellet ar c’hoad, unan a zo, ec’hon-dreist, glas ha heoliet-kaer, e tiskouezer enni eur grugellig-vez, a c’hourvez dindani, hervez eun hen-gredenn digemeret gand an holl, relegou ar c’henta gour hag ar genta maouez.
1923
Daveenn :
SKET
p.47
Neuze e kemere anezhi etre e zivrec’h, d’he stardañ war e galon, e poke e ziweuz d’he diweuz glan n’o doa anavezet biskoazh af-gour ebet nemet digantañ.
Neuze e kemere anezi etre e zivrec’h, d’he starda war e galon, e poke e ziweuz d’he diweuz glan n’o doa anavezet biskoaz af-gour ebet nemet digantan.