Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den ebet, hini ebet. Ne oa gour par dezhañ evit redek. Ne oa gour dezhañ evit ar c'hanaouennoù. Diskroget o doa holl diouzh o labour, hep ma vankas gour. Ne welan mui gour anezho. HS. nikun. 2. Tamm. Ul labour kalet, hep tamm ebat, na gour diskuizh ebet. 3. Netra. Un den hep deskadurezh n'eo gour. 4. Trl. [2015] Na vezañ gour : bezañ divarrek. N'eo gour ho niz, gour ! Dont a ra brav al lenn ganin, evit ar prezeg avat, n'on gour. [2015] Me n'on gour evit a sell ar c'halvezerezh. & [2015] Na vezañ gour e-keñver ub. : bezañ kalz divarrekoc'h egetañ. Ne oa gour e-keñver e c'hoar war tachenn ar gomz. [2015] N'on gour en ho keñver.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

hep respetiñ gour

1732
Daveenn : GReg pg acception

ne'm eus gwelet gour en holl

1732
Daveenn : GReg pg ame

gour

1732
Daveenn : GReg pg aucun (aucun, nul)

na'm eus gwelet gour

1732
Daveenn : GReg pg aucun (aucun, nul)

N'eus gour.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gour (Par exemple, si l'on demande à une porte : y a-t-il quelqu'un ? S'il n'y a personne, on répond : "n'eûz gour" ou bien "n'eûz dén").

n'eus gour

1909
Daveenn : BROU p. 245 (S'emploie ordinairement avec négation. N'eus gour ne signifie pas il n'y a personne mais il n'y en a aucun)

gwellañ gour a zo

1909
Daveenn : BROU p. 245 (Je l'ai cependant entendu quelquesfois au sens affirmatif : Gwella gour a zo pour gwella hini a zo)

gour

1909
Daveenn : BROU p. 403 (aucun)

"gour" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.129 « Geriadurig », "homme ; personne (après une négation)".

Da sul koulz ha da c'houel, en iliz morse gour.

1960
Daveenn : PETO p32

Me n'on gour evit a sell ar c'halvezerezh ha tremen gwirheñvel eo ne gomprenin tra er benveg bet kinniget gant Nasiotis.

2015
Daveenn : EHPEA p376

Benniget ra vo ho taouarn. Ho kenougammed a zo eus ar c'hwekañ. Fardañ a ran anezhe me ivez met n'on gour en ho keñver.

2015
Daveenn : EHPEA p357

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial