Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. [1499, 1850, 1909] Gorregezh. [1850] Kazus eo an azen gant e c'hoursez. 2. GWIR. [1850, 2015] Obererezh astalañ ur c'hastiz, penn-da-benn pe evit ul lodenn anezhañ. [2015] Reiñ a ra da gKorasidis pemp devezh goursez evit paeañ an dell en deus lakaet warnañ. & (da heul ur c'hastiz) Gant goursez : troienn a dalvez e astaler oberiadur ur c'hastiz bnk. gant ma vo doujet da zivizoù zo, prl. Tri bloaz toull-bac'h gant goursez. & [2012] Hep goursez : diouzhtu. [2012] En degouezh ma "steuzfe an Dr Jekyll pe ma vefe ezvezant hep displegadenn e-pad ur prantad hiroc'h eget tri miz leun", e c'hallfe [...] piaouañ madoù [...] Henry Jekyll hep goursez. HS. raktal. 3. [1850, 1931] Ampelladenn, amzer ouzhpenn roet a-benn seveniñ udb. [1850] Daou viz goursez am eus roet dezhañ. 4. [1909] Prantad amzer m'en em voder evit labourat a-stroll en ur gaozeal. HS. goursezadenn II. G. Termen. Hep damantiñ d'ar goursezioù. Goursez ar rakkemenn zo tri miz.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

goursez

1499
Daveenn : LVBCA p87 (baut)

goursez

1850
Daveenn : GON.II pg gourzéz (retardement, défaut de vitesse naturelle. Lenteur, délai. Remise. Surséance)

kasaus eo an azen gant e c'hoursez

1850
Daveenn : GON.II pg gourzéz (lâne est insupportable par sa lenteur)

daou viz goursez am eus roet dezhañ

1850
Daveenn : GON.II pg gourzéz (je lui ai donné deux mois de délais)

goursez

1909
Daveenn : BROU p. 245

goursez

1931
Daveenn : VALL pg ajournement

en degouezh ma "steuzfe an Dr Jekyll pe ma vefe ezvezant hep displegadenn e-pad ur prantad hiroc'h eget tri miz leun", e c'hallfe an kez Edward Hyde piaouañ madoù an kez Henry Jekyll hep goursez, hep redi na karg ebet, estreget talañ un nebeud sammadoù bihan da izili koskor an doktor.

2012
Daveenn : DJHMH p19

Skrivañ a ra al lizher d'an 10 a viz Mae ha reiñ a ra da gKorasidis pemp devezh goursez evit paeañ an dell en deus lakaet warnañ.

2015
Daveenn : EHPEA p82

Pouezus eo ar re-mañ [poentoù a eil renk] memestra hag arouezius -un emgav ofisiel gant ar maer da skouer- pe fetis -lakaat ur raktres a stourmit outañ e goursez, pe enskrivañ anezhañ war roll-labour ar c'huzul-kêr, ar pezh ne vefe ket bet graet ma ne vefec'h ket bet aze- e c'hallont bezañ.

2015
Daveenn : DISENT p140

Gant-se e c'hall ar c'hastiz bezañ gwall drugarezus -un euro arouezus evit ur banell vruderezh vastaret-, pe ur c'hastiz e goursez, pe c'hoazh unan na vo ket enskrivet e roll al lez-varn, hag all.

2015
Daveenn : DISENT p158

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial