Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k. 1. V.k.e. Ampellañ. Goursezañ ma beaj. Goursezet eo bet ar varn. & Goursezañ ober udb. : kas an ober-mañ da belloc'h. Goursezet e voe lakaat an eil mennad-mañ da dalvezout. DHS. daleañ, daveiñ, diferañ, dilerc'hiañ. 2. V.k.d. Goursezañ d'ur c'hastiz bnk. : astalañ an oberiadur anezhañ. Dek den zo bet barnet da bemp bloaz prizon : tri anezho zo bet goursezet d'o c'hastiz. II. V.g. Ampellañ. Kefridi am eus bet d'ho kelenn hep mui goursezañ. Roit al lizher-se dezhañ, hep goursezañ hiroc'h. DHS. daleañ. HS. diferañ.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

goursezañ

1850
Daveenn : GON.II pg gourzéza (retarder, différer. Remettre. Surseoir)

goursezet

1850
Daveenn : GON.II pg gourzéza

na c'hoursezit ket ac'hanon

1850
Daveenn : GON.II pg gourséza (ne me retardez pas)

goursezet eo bet ar varn

1850
Daveenn : GON.II pg gourzéza (le jugement a été remis, on a sursis au jugement)

goursezañ

1931
Daveenn : VALL pg ajourner

Ne c'hellan, hep mar, ' met ho tigareziñ / Ha bepred e pedin Doue d'ho kwareziñ. / Hogen, aotrouned, teurvezit azezañ. / War al lezenn nevez, hep mui gouzezañ, / Em eus bet kefridi d'ho kelenn ervat, / Evidoc'h, da c'houde, da zilenn d'ho krad.

1960
Daveenn : PETO p15

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial