Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
4
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. V.g. Genel ur bugel. Gwilioudet eo da bemp eur. Ne wilioudo ket hiziv. Mervel o wilioudiñ, diwar wilioudiñ. Gwilioudet eo diwar he eil bugel : ganet he deus he eil bugel. 2. V.k.e. Skoazell ur vamm da c'henel he bugel. Gwilioudiñ ur vaouez a-raok he zermen, he amzer. Gant an amiegez eo bet gwilioudet.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

gwilioudiñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg accoucher

gwilioudet

1732
Daveenn : GReg pg accoucher, (faire ses) couches (accoucher, enfanter)

gwilioudiñ ur wreg kent hec'h amzer

1732
Daveenn : GReg pg accoucher

gwelevoudiñ

1732
Daveenn : GReg pg accoucher, (faire ses) couches (accoucher, enfanter)

gweleoudiñ

1732
Daveenn : GReg pg (faire ses) couches (accoucher, enfanter)

gwelevoudet

1732
Daveenn : GReg pg accoucher

gweleoudet

1732
Daveenn : GReg pg (faire ses) couches (accoucher, enfanter)

gwilioudiñ ur wreg diagent hec'h amzer

1732
Daveenn : GReg pg accoucher

gwilioudiñ

1732
Daveenn : GReg pg accoucher, (faire ses) couches (accoucher, enfanter)

gwelevoudiñ

1850
Daveenn : GON.II pg gwilioudi, gwéléoudi

gwelevoudiñ

1850
Daveenn : GON.II pg gulvoudein, gwilioudi, gwéléoudi

gwilioudiñ

1850
Daveenn : GON.II pg gulvoudein, gwilioudi, gwéléoudi

gwilioudet

1850
Daveenn : GON.II pg gwilioudi, gwéléoudi

en noz tremenet eo gwilioudet

1850
Daveenn : GON.II pg gwilioudi, gwéléoudi

Hag e c'hellfen zoken bezañ brazezet ha gwilioudiñ eus a vibien en noz-mañ.

1850
Daveenn : GON.II p. 99

An drede deiz goude va gwilioud, ar wreg-mañ a zo gwilioudet ivez, hag e oamp asambles; den all ebet ne oa ganeomp en ti-se; ne oa nemerdomp hon-div.

1897
Daveenn : BKOb Rouane (3, 18) p297

E vamm ? Ar paourkaezh plac’h, mervel a eure, en ur wilioudiñ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

En ampoent ma wilioudas Izabel, dre ar bourk e rede ar brud penaos lestr Kola Fañch ar Guez a oa bet kollet, korf ha madoù hag all.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 37, p.812 (Genver 1924)

gwilioudiñ

1931
Daveenn : VALL pg accoucher

Ken rentet e oa bet goude gwilioudiñ, skej-kof, diwaskadenn hag all, hag he mamm, hag a veze atav en ti, oc'h ober war he zro, o sarmoniñ anezhi.

2023
Daveenn : DREAM p. 121

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial