Kerkent ha ma voent en em gavet, ec’h ejont da c’houlenn da zibriñ ha da evañ. Mes lavaret e voe dezho, e pep ti, n’oa na tamm na banne ; n’oa ket bet a amzer c’hoazh da boazhat bara, re vintin e oa ; ha n’oa ket a arc’hant en tiez da vont da brenañ gwin na gwin-ardant da Vontroulez. Hag e gwirionez, an traoù a oa gorrenet ker pizh, ma ne voe kavet netra e neblec’h : war-c’hed edo an holl eus ar soudarded.
P’edon o tistreiñ war vourzh gant ar bagad kentañ, e save eus ar vartoloded e[n]-dro din, mut ha badaouet evel p’o divije tapet pep a daol horzh war o c’hokenn, ur c’hwezh ken kreñv ma krede din e oa bet fotet dre zievezh un doukennad win-ardant dindan ar bankoù.
N’am boa ket c’hoazh kroget da ziskenn gant an diri ma lamme dija d’am fri ur c’hwezh dibar, hini ar vro, ur c’hwezh a blave neuze er c’hoc’hu, en tiez-hent-houarn, er marc’hallac’h, en ilizoù war ar maez, e pep lec’h m’en em vode ennañ tolpadoù kouerien hag o gwragez, c’hwezh al lard-karr ma veze lufret gantañ an heuzoù lêr, an eol tro-heol a blije kement d’ar wazed da libistrañ barv ha blev da bep Sul ha kellies gwech ma felle dezho bezañ en o c’haerañ, flaer ar porpantchoù dineuz (an touloup) e kroc’hen dañvad a veze en-dro d’an holl voujiked, merc’hed koulz ha paotred, ha mesk-ha-mesk aezhenn ar c’haol trenk ha c’hwezh ar bara segal peurzu, bevañs pemdeziek ar bobl, hag ivez frondig ar « vodka», ar gwin-ardant broadel.
An "alougou" (gwin-ardant) hag o likentez o deus graet gaou bras outo e-pad ar c'hantvedoù tremenet.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gwinardanta