Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Kementad traoù, tev pe devoc'h, ledet war ur c'horreenn. Lakaat ur gwiskad peg. Ur c'houfrig bihan ur gwiskad aour en-dro dezhañ. Ur gwiskad eoul a oa war ar mor. Ur gwiskad kolo fresk. Ur gwiskad skorn tev a oa war an dour. 2. Dre ast. Kuchennad. Ur gwiskad blev gwenn tro-war-dro da benn an den kozh. II. Dre skeud. 1. Remzi. Ar gwiskadoù tud zo c'hoazh da c'henel. 2. Trl. skeud. Gwiskad bazhadoù : kementad bras pe vrasoc'h a daolioù roet gant ur vazh. HS. saead.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

gwiskad

1850
Daveenn : GON.II pg gwiskad (Vêtement, habillement complet, tout ce qui sert à former un habillement).

gwiskadoù

1850
Daveenn : GON.II pg gwiskad (Vêtement, habillement complet, tout ce qui sert à former un habillement. Pl.)

gwiskad

1909
Daveenn : BROU p. 250 (enduit)

ur gwiskad binim a zo dedarzhet ennañ

1909
Daveenn : BROU p. 223

Ar c’hoadoù, a ra d’an traonioù ha krec’hioù ur gwiskad deil, a zo enno gwezennoù ar bravañ-holl : ar faou hag an derv a gaver ar stankañ, toueziet amañ hag ahont gant gwez pin ha sapr.

1923
Daveenn : SKET p.95

Lem-laka e oa an doenn warno, graet ma oa gant korzennoù a wiskadoù liammet-start ouzh ur framm-prenn.

1923
Daveenn : SKET p.96

War an ti ur vat a doenn soul nevez hag, e mogerioù anezhañ, ur gwiskad pri flour o luc’hañ a veur a liv.

1924
Daveenn : SKET.II p.76

Tamm ha tamm e vije evel-se goloet gant ar gwiskadoù-se holl ziblaenderioù ar strad : ne vije bet nemet daou rummad krapennoù-mor a-serz[h] : Torrod-meur an Douar-Bras diouzh un tu, o vevenniñ Gourvazenn an Douar-Bras etrezek an donvor, hag islonkoù-mor, o tiskenn trumm adalek 5000 betek 7000, 8000 ha zoken 10793 metr - e-harz inizi Filipinas - dindan ar gorre.

1943
Daveenn : TNKN p11

'Palatat emañ-eñ, Ken ingal ha plaen, 'Vit na teu an tre, Da ruilhal ar maen, Ar vilienn rous He gwiskad lipous.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

Setu ma kroger gant ur pennad hent war droad, ur gwiskad glizh a zo, ken na ziver ar gwez el lec'hioù digor a zo tost d'ar geriadenn [gêriadenn].

1985
Daveenn : DGBD p36

Ne oa ket mui eno ostaleri ebet, met dindan ar gwiskad raz war dalbenn an ti, etre an daou brenestr hag an nor en traoñ, hag an tri frenestr el laez, e oa tu da lenn c'hoazh, war un hirgarrezenn pri-raz, keit hag an ti, hag he doa pourchaset, war-c'horre mañsonerezh ar vein tennet eus tor ar menez, ur gorread plaen d'al lizherennourien da skrivañ an anv a zedenne, ouzhpenn micherourien an hent-houarn, ar veajourien war o c'hezeg pe en o c'hirri : "Maison Leveil, On loge à pied et à cheval".

1992
Daveenn : EAZB p. 17

War ar riblennoù-straed e oa teuzet an erc'h, hag adskornet war-lerc'h, ha skorn-diskorn evel-se, c'hoazh hag adarre, betek ober ur gwiskad skorn ur santimetr tev.

2023
Daveenn : DREAM p. 116

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial