I.
Pezhioù dilhad a ya d'ober un hollad.
En em wiskañ a eure en he c'haerañ gwisk gwenn. Al listri hag ar gwiskoù sakr.
&
Dre ast.
Ur gwisk hern : ar pevar houarn a lakaer ouzh karnioù ul loen-kezeg.
II.
Dre heveleb.
1. Golo.
Ur gwisk man a oa war ar voger gozh.
2. Gorre.
Ar gwisk ne splet ket d'an dindan.
3. Gwiskad.
Laka ur gwisk foenn amañ.
4. Plakenta.
Taolet he deus ar vuoc'h he gwisk.
HS. gwele, skarzh.
III.
Tr. adv.
A bep eil gwisk : an eil gwiskad war egile.
Lakaat kaol ha kig-sall a bep eil gwisk.
s.o. gwisk-war-wisk
Ar GWISK. ART. IX - Pep Barzh en deus ur sae ret dezhañ da gaout.
Ar GWISK. ART. IX - Pep Barz en deus eur sae red d'ezan da gaout.
1909
Daveenn :
REZI
p. 5
P. 114, eil dilinennañ, lin. 1, e lec’h « an dud vin-du » lenn « an dud gwisg-du » kentoc’h ; du ez oa gwiskamant ar boblad-se.
P. 114, eil dilinenna, lin. 1, e lec’h « an dud vin-du » lenn « an dud gwisg-du » kentoc’h ; du ez oa gwiskamant ar boblad-ze.
1923
Daveenn :
SKET
p.199, "Da reiz[h]a[ñ]".
Ne lavarfen ket e voe an dro-mañ gant an oabl al liv a weler warnañ a-wechoù, ur gwisk ken boull, ken flour ha ken marzhus ma teuer da grediñ : « evel-se e tle bezañ ar c’huzh-heol er baradoz e dibenn ur gouel-berz ».
Ne lavarfen ket e voe an dro-mañ gant an oabl al liv a weler warnañ a-wechoù, ur gwisk ken boull, ken flour ha ken marzhus ma teuer da grediñ : « evelse e tle bezañ ar c’huzh-heol er baradoz e dibenn ur gouel berzh ».
1955
Daveenn :
VBRU
p.20
Dirazañ, war an daol, ez eus gwisk un urzhiataer hezoug.