I.
G.
1. Pezh a c'hall sammañ pouez pe darn eus pouez ub., udb.
Hemañ ha na c'halle kerzhet nemet war-bouez ur vazh a vale bremañ hep harp ebet. Ar voger-se zo kosteziet ha ne chom en he sav nemet war-bouez harpoù.
&
Lec'h a c'haller harpañ rann pe rann eus e gorf warnañ.
Ne gaven harp ebet da'm zroad.
HS. skor.
2. Dre skeud. (db. an dud dh.)
Pezh zo gouest da skoazellañ, da gennerzhañ.
Kavout a rez el levrioù a lennez un harp eus ar gwellañ. Ar c'hrouadur n'en doa ken harp nemet e dad kozh.
HS. sikour.
3. Pezh zo gouest da herzel ub., udb., ouzh ub., udb.
An diskrog labour a lakaas un harp da bep tra.
4. Ehan.
Ober un harp e-kreiz an hent.
HS. arsav.
II.
H.g.
1. Peadra da sammañ pouez, pe darn eus pouez ub., udb., da skorañ ub., udb.
Ar puñsoù n'int ket ledan a c'haller kaout harp enno. An den dall a glaske harp ouzh ar voger. Mar ne'm bez ket a harp e kouezhan. Kaout harp d'e dreid.
&
Kaout harp kein : peadra da harpañ e gein.
2. Dre skeud.
Skoazell, frealz, nerzh kalon.
Kas ul labour da benn gant harp ur mignon. Reiñ harp d'ub. Kavout a rae ar skrivagner harp a-walc'h en e skridoù evit chom hep kleñvel.
3. Peadra da herzel ub., ouzh ub.
Ar soudarded n'o doa ket kavet re a harp o vont war-raok. Kavout, kaout harp : bezañ harzet gant ub., ur skoilh.
&
Trl.
Ober an harp ouzh ub. : pennañ, stourm outañ.
HS. harz.
N'eo ket harpañ hepken, karet a zo ivez. / Anez ar garantez, na peseurt harp a ve ?
Ne ket harpa hep-ken, karet a zo ive. / Anez ar garantez, na pe seurt harp a ve ?
1867
Daveenn :
MGK
p142
Ar piltrotig dreist-holl a ve lakaet da vailh / Em marvaill, / A ve ennañ anv eus ar re all ive. An eil a dle harp d'egile.
Ar piltrotik dreist-holl a ve lakeat da vaill / Em marvaill, / A ve enn-han hano euz ar re all ive. Ann eil a dle harp d'egile.
1867
Daveenn :
MGK
p49
Ar post-kreiz, harp warnañ holl frammadur kelc’hiek an doenn, a oa enskantet ennañ war e hed troellennoù-aour.
Ar post-kreiz, harp warnan holl frammadur kelc’hiek an dôenn, a oa enskantet ennan war e hed trôellennou-aour.
1923
Daveenn :
SKET
p.64
Neuze, o tennañ a-dre an divrec’h anezhi ar mabig a luskelle, e c’horreas anezhañ keit hag he dremm, e pokas dezhañ ha, goude, ouzh e adreiñ d’e vamm, e lavaras : « Gra mat war e dro, rak enor hor Gouenn e vo un deiz da zont hag ar gwellañ harp anezhi. »
Neuze, o tenna a-dre an divrec’h anezi ar mabig a luskelle, e c’horreas anezan keit hag he dremm, e pokas d’ezan ha, goude, ouz e adrei d’e vamm, e lavaras : « Gra mat war e dro, rak enor hor Gouenn e vo eun deiz da zont hag ar gwella harp anezi. »
1923
Daveenn :
SKET
p.105
Jañ Glaudadig a azezas, harp e gein en ur c’hleuz, en penn ar c’hra, ar c’hi en e gichen, ar c’hazh war e varlenn.
Jan Glaudadig a azeas, harp e gein en eur c’hleun, en penn ar c’hra, ar c’hi en e gichen, ar c’haz war e varlenn.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 41, p.946 (Mae 1924)
lakaat harp ouzh
lakaat harp ouz
1931
Daveenn :
VALL
pg (s')adosser (à)
diwar harp
1931
Daveenn :
VALL
pg appuyer (marcher en s'appuyant)
harp
1931
Daveenn :
VALL
pg adjuvant, (point d')appui
Ar pezh a zo un harp da zalc'hidi an diskleriadur kentañ meneget en notenn 49.
1943
Daveenn :
TNKN
p45
Un harp a reas, e-tal ur prenestr, da sellout e-barzh ar « patio ». N'en doa ket mall diskenn. Perak, va Doue, e vije bet mall warnañ diskenn ?
1949
Daveenn :
SIZH
p.44
Un harp a ra ar marc'heger dirak dor ar porzh.
Eun harp a ra ar marc'heger dirak dor ar porz.
1960
Daveenn :
PETO
p56
Evit ar sizhunvezhioù kentañ-se e voe roet harp dimp gant ar maer hag a ouestlas reiñ deomp un nebeud eus a[sic] re a veze tapet o straniñ dre gêr.
1985
Daveenn :
DGBD
p45
Evidon-me, ar pezh am eus gwelet atav va labourerien nevez o souezhiñ gantañ eo e c'hellen, en ur ziskouez ul linenn gant va biz (gant harp ar c'hompas, anat eo) en em gavout el lec'h am boa dibabet war ur wazh-dour all bennak.