Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Traezenn a dalvez da sammañ pouez udb., d'e harpañ. Ur marc'h-tan a-sav war e harpelloù. An ibil-skoaz zo un askorn, astennet evel un harpell. & Pezh prenn a dalvez da harpañ udb., ur savadur prl., en un doare berrbad. DHS. speurell. HS. harp, skor. 2. Adeilad. Piler, balir pe voger a dalvez da skorañ ur voger all a bouez warnañ ur garg vras. 3. Merdead. Fun vetal pe chadenn a zalc'h ar wern-valouin dre zindan. Harpell ar wern-valouin.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

harpell

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XL

O chom edo, e gwirionez, en un tour, klozet diouzh an diavaez - diouzh ar bed -, gant mogerioù kozh, uhel, fetis, ha strizh-kenañ digoroù e brenistri houarn-barrennet. Ha skoret, ouzhpenn, e vogerioù mein tev, gant harpelloù-mein ken tev all.

1949
Daveenn : SIZH p.46

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial