Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (en egor) 1. Ment udb. en e du hirañ. An hed, al led hag ar sav. Ur vag seizh metrad (a) hed. An ti-se zo dek metrad hed. Bezañ udb. en hed-mañ-hed, bezañ an hed-mañ-hed en udb. : en hed-se eo an dra-se. & An hed gant : keit ha. Troc'hañ un tamm diwar ma bragoù, an hed gant an ere-mañ. & Tr. estl. (impl. gant ar gm. a., dre c'hwez.) Ar gontell-se zo un hed enni ! : gwall hir eo. & Trl. skeud. (Gallout) kaout hed e c'har, hed e votez : (gallout) tec'hel diwar dizh. & Tr. ar. Hed, dre hed : a-hed. Dre hed an hent, hed an hent. [1850] Leñvañ a rez hed an noz, ha ne c'hellez ket kousket. & Tr. adv. Hed an neudenn : penn-da-benn. & Trl. Ober udb. war e hed : e ober penn-da-benn. Amzer am eus d'ober ma fedennoù war o hed. [1923] An hevelep den, en dije ergerzhet gwechall an Europ war he hed [.] 2. Keid a c'hall mont udb. a vanner. Hed un taol maen, hed un tenn. & Hed-tennañ, hed-bann, hed-taol. 3. Pemdez Hedred. War an tamm parch-mañ ez eus skrivet un hed hag ul led. II. (en amzer) 1. Keid. Hed an deizioù hag an nozioù. Evit an hed en deus da chom eno. 2. Tr. ar. (dirak un av.) Dre hed : dre forzh. Dre hed poaniañ e teuas a-benn. HS. dalc'h, bir, gwalc'h, sour.

Skouerioù istorel : 
53
Kuzhat roll ar skouerioù

hed

1499
Daveenn : LVBCA p96 (longueur)

hed

1659
Daveenn : LDJM.1 pg longueur

a un troatad hed

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (a vn troadat) het

an uhelded, an donder, al ledander, an hed

1732
Daveenn : GReg pg [dimension] (la hauteur, la profondeur, la largeur, la longueur)

e Mesika, en Indez, ez eus ur gavarn natur pehini he deus mui evit daou-c'hant lev hed war a raport Herrera

1732
Daveenn : GReg pg antre

Skiant pehini a zesk ar feson da vuzulañ an douar ha pep materi hervez e uhelded, e zonder, e hed hag e ledander.

1732
Daveenn : GReg pg geometrie

ur gourhed, a gonter pemp troatad, ha daouzek gourhed, hanter-c'hant troatad hed

1732
Daveenn : GReg pg (une) brasse (se compte 5 pieds, 15 brasses, 50 pieds)

hed, ha ledander ul lec'h

1732
Daveenn : GReg pg capacité (étenduë d'un lieu)

a-hed, hed, e-pad, an deizioù-mañ

1732
Daveenn : GReg pg durant (ces jours-ci)

monet hed an aod

1732
Daveenn : GReg pg costoyer (aller le long d'une côte, d'un rivage)

Pegement bennak ma vez kalon an douar, hag evel-se an Ifern, hed daouzek kant lev hag hanter-c'hant diouzomp ; koulskoude an eneoù kollet

1732
Daveenn : GReg pg (quoique le centre de la terre, & par consequent l'enfer, soit) distant (de nous de 1250 lieuës; cependant les ames y tombent en un instant)

hed ar vuhez

1732
Daveenn : GReg pg (le) cours (de la vie), (la) durée (de la vie)

hed ar vuhez

1732
Daveenn : GReg pg (pendant le) cours (de la vie)

hed an deiz

1732
Daveenn : GReg pg (le) cours (du jour)

hed an noz

1732
Daveenn : GReg pg (le) cours (de la nuit)

hanter-troadad hed

1732
Daveenn : GReg pg demi (-pied)

ul lev hed a zo etrezo

1732
Daveenn : GReg pg (il ya une lieuë de distance entr'eux)

hed

1732
Daveenn : GReg pg amplification, cours (durée des choses), distance (éloignement de lieu, ou de tems), distant (ante, éloigné), durée (le temps que dure une chose)

hed teir lev diouzh Kemper

1732
Daveenn : GReg pg a

hed un taol maen

1732
Daveenn : GReg pg a

hed ur bloaz

1732
Daveenn : GReg pg an

Lestr ar patriarch Noe (o kontañ dre bep ilinad un troadad-hanter) en devoa pevar-c'hant hag hanter-kant troadad hed, pemzek troadad ha tri-ugent a ledander, pemp troadad ha daou-ugent a uhelded ; hag ar prenest anezhañ en devoa un troadad hanter.

1732
Daveenn : GReg pg arche (de Noë)

ur pengenn en deus pevar-c'hant ha pevar-ugent troadad hed, ha c'hwezek ha pevar-ugent a ledander

1732
Daveenn : GReg pg arpent

Ar bouzelloù o deus, diouzh ma'm eus lennet, seizh gwech hed an den.

1850
Daveenn : GON.II pg bouzellen (Les intestins, d'après ce que j'ai lu, ont sept fois la longueur de l'homme).

Leñvañ a rez hed an noz, ha ne c'hellez ket kousket.

1850
Daveenn : GON.II p.66

hed

1850
Daveenn : GON.II pg hét

hed

1850
Daveenn : GON.II pg a (-héd), héd, hét, héda, hédek, hirder, hirded, hirnez

Hed un taol maen.

1850
Daveenn : GON.II p.90, livre second, « A un jet de pierre ».

an hed hag al ledander eus ar mezher

1850
Daveenn : GON.II pg héd, hét

eus a un hed int

1850
Daveenn : GON.II pg héd, hét

Hed div lev diouc'h Kemper.

1850
Daveenn : GON.II p.90, livre second, « A deux lieues de Quimper ».

Lenn a rit hed an deiz, re eo.

1850
Daveenn : GON.II p.66

an hed eus an deizioù hag eus an nozioù

1850
Daveenn : GON.II pg héd, hét

Neuze ar razh mibin a red ken a findall, / A labour keit ha dek / Gant e dreid[,] gant e veg, / A zrailh hag a zispenn / Sac'h ar vaot penn-dre-benn, / Ker brav m'he devoe hed he gar / Ha ma c'hellas dont d'ar gêr.

1867
Daveenn : MGK p48-49

An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, An naon, ar geot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, e peurjon er prad-se ledander va zeod. Me n'edon ket em zra, evit lavaret gwir. Diouzhtu e voe ar vlej war al loen blevek hir. Ur bleiz, den a studi, a ziskouezas displeg e oa deuet ar c'hleñved diwar ar skouarneg, hag e tleit, 'mezañ, sevel hed e livenn Al loen-se divalo, rognek-fall, diskroc'hen. Laerezh tra e nesañ, ne oa gwashoc'h torfed ! Nemet dre ar marv ne vije ket gwalc'het ; ur vezh e oa e welet : d'ar bed-holl evit skouer 'Oa ret e vije roet. Lazhet e voe ar c'houer.

1867
Daveenn : MGK p26

En un taol-kont e santis lost ar gordenn, a yoa ur c’houlm tev ennañ, o riklañ a-biou va botoù hag o tont betek pennoù va glin. Aet e oa ar gordenn en he hed, ha me sellet d’an douar.

1878
Daveenn : EKG.II p.134

Seizh devezh war o hed dibaouez-kaer e pade ar banvez, ar c’hoari, ar c’han hag ar c’horoll.

1923
Daveenn : SKET p.62

Gant ur roeñvadenn hepken e reas d’e vag kilañ war-hed ugent "leuga" en a-dreñv, betek e-kreiz al lenn ; ha neuze, o kregiñ en e vouc’hal-vann, he stlepel a eure gant kement a nerzh ma treuzas war he hed ar speurennad rec’hier ha menezioù ha ma ’z eas da gouezhañ er pradoù en tu-hont, en ur lazhañ tri-ugent buoc’h a oa o peuriñ eno (2).

1923
Daveenn : SKET p.43

Betek hed un den war varc’h e kreske an ed hag e pep penn-ed alaouret gant bannoù an heol e veze tri-c’hant pemp-ha-tri-ugent greunenn, tev ha pounner, a roe ul livrad bleud eus an uhelañ begenn.

1923
Daveenn : SKET p.74

Evit gwir, ma karfen menegiñ anv hag oberioù rouanez a bep dere, tudoù-veur a bep meuriad, ne vefe ket a-walc’h d’un hevelep labour va holl vuhez war he hed, pegeit-all [bennak] hec’h astennfe an doueed !

1923
Daveenn : SKET p.140 (p.199 "Da reiz[h]a[ñ]" : P. 140, linenn diwez[h]a[ñ], goude « pegeit-all » staga[ñ] « bennak »).

En e greiz, e kreiz Aedobitus, a-dre kreñvvogerioù tan dezho ouzhpenn mil "rasta" uhelder, dek mil "leuga" led, kant mil "leuga" hed, dindan koabrennoù tan ma kroz ar gurun enno dibaouez, war al leur-zouar a zo heñvel ouzh houarn ruziet gwenn-kann hag atav kren-digren, emañ ar Bezout, n’eo bet gwelet biskoazh ha na vo gwelet biken gant dremm mab-den, ha n’ouzer anv ebet dezhañ.

1923
Daveenn : SKET p.27

Evel-hen e tezrevell ar C’hresianed ganedigezh Keltos : An doue a reont anezhañ Herakles, hag hen e meur a geñver heñvel a-walc’h ouzh Teutatis ma c’hallfe bezañ an hevelep den, en dije ergerzhet gwechall an Europ war he hed, evit skarzhañ diouti an euzhadennoù, ar ramzed hag an dorfetourien ouzh he moustrañ hag he gwastañ.

1923
Daveenn : SKET p.32

an delfin frikornek (monodon monoceras), 6 metrad hed

1924
Daveenn : SKET.II p.40, Notenn 2.

Heuilhit, hed ar mor, hent ar valtouterien, hag e kavfet anezhi en plegig an t[o]rrod, etre beg an Enez-Wenn ha beg ar Roc’h-Vran.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

amplder un hed tenn

1931
Daveenn : VALL pg amplitude (d'une trajectoire)

hed bloaz

1931
Daveenn : VALL pg annuel

hed al luskelladoù

1931
Daveenn : VALL pg amplitude (des oscillations)

hed

1931
Daveenn : VALL pg à2 (à deux pas)

digor un hed tenn

1931
Daveenn : VALL pg amplitude

Roget eo koulskoude ar blaenenn-se gant ur stankenn, dezhi 100 km. bennak a hed ha daou pe dri a dreuz, ma tiskenn enni ar blommen-sont betek -172 metr er Gwalarn da enez Alderney (Aurigny).

1943
Daveenn : TNKN p28

Setu da skouer aber Stêr-Oded. War driwec'h kilometrad hed, adalek Benoded betek Kemper, e pign al lanv gant an draonienn-se.

1943
Daveenn : TNKN p15

Ha berraat a ra tamm-ha-tamm hed an deiz dre ma tostaomp ouzh linenn ar c'heider.

1985
Daveenn : DGBD p16

Hed hollek iliz Kemper ne dizh ket kant metr tra ma 'z eus kant ugent en hini Pariz, kant daou-ugent en hini Reims, Lincoln e Breizh-Veur zo 146 metr enni ha York 158 m.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p.5

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial