a-dreuz hag a-hed
Lom a gemeras ur skourjez, ha, dao ! an duchenn a zraskas tennoù er glud, a-hed hag a-dreuz.
Pell-pell eus an douar e oamp ’ta, en derc’hent deiz kentañ bloaz, ha dre-se ne gleved war vourzh ar C’hleber – hag emichañs war ar Paskal - nemet milmallozh [sic, mil mallozh] ha hirvoud e-keit ma veze hor c’hanfarded o vont hag o tont a-hed hag a-dreuz ar pont ken laouen, din da welout, ha kezeg digerc’h.
Da gentañ e sko an heol war ho penn, hag e-kreiz an deiz ne vez mouch[-]avel ebet e neblec'h ha neuze, pa 'z eo bet devet an divarradurioù, ez eo chomet ar c'hefioù a-strew amañ hag ahont, a-dreuz hag a-hed, setu ma ranker pignat, c'hoari kempouezig, gaoliata ha lammat, sankañ er pri chomet da boulladañ, ha neuze bezañ flemmet puilh gant un doare linad hag a gresk paot a-walc'h el lec'hioù dizolo.
Komzet hor boa a-hed hag a-dreuz.
N'eo ket aze emañ an dalc'h, eme gKathrine,livet en doa gevier dezhi, a-hed an amzer.