Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den ez eur un diskennad anezhañ. DHS. tad-kozh, tad-kuñv, tad-iou. 2. (en e furm lies) Tud eus an amzer-dremenet, anezho remziadoù kent ur bobl. Tridal a raen gant ar gwerzioù hag ar c'hanaouennoù a oa meneg enno eus taolioù-kaer hon hendadoù. DHS. tud-kozh. HS. gourdad.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Hor [sic] hendadoù, ar Gelted kozh, o doa kemeret un tourc'h da arouezinti ha, patrom ar penn-moc'h, kludet ma'z oa war beg ur vazh hir, a reas ganto tro an Europa, atav er vann ; morse diskaret !

1929
Daveenn : SVBV p.14

hendadoù

1931
Daveenn : VALL pg aieul (aïeux)

Hugunoded e oa e hendadoù ; aet da chom da Iwerzhon, o doa skoulmet priedelezhoù gant merc'hed eus ar vro ; gwad gouezel a vere ur bannac'h anezhañ en e wazhied.

1944
Daveenn : EURW.1 p68

Ganet on bet, evel holl vugale ma remzi, diouzh kerent furmet o mennozhioù war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet din blaz kentañ amzer-dremenet ma hendadoù, un tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzhoniezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p15

Ur boblad a dud speredek a zo eus Dinaniz. Klask a reont e pep keñver deskiñ, en em varrekaat, adkavout zoken ar brezhoneg kollet abaoe keit-all gant o c'hendadoù, hag ober anaoudegezh gantañ.

1944
Daveenn : ARVR Niv. 165

E bro garet hon hentadoù / Brevet spontus gant bagadoù / An daou strollad o 'n em zispenn, / Grit ma teuy al lezenn gristen / Da sioulaat ar vuanegezh / Ha da lemel an druegezh, / Hag un deiz, d'Ho Pro Diamen, / D'hor c'has holl da viken... Amen !

1960
Daveenn : PETO p83

Ha soñj ho peus, Mab-den, e yae da hendadoù, War an donn gounnaret, en avantur Doue ?

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

Setu m'en em ran diouzh al lec'h me ivez pa zec'halvan hon hendadoù eus an henamzer, a lavaran ennon-me.

2015
Daveenn : EHPEA p119

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial