Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den a ziskenner anezhañ. Gourdad Erispoe. 2. (en e furm lies) Strollad tud o doa bevet er c'hantvedoù tremenet a lavarer diskenn anezho. Hor gourdadoù. HS. hendad.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

Kiz hon gourdadoù e oa.

1850
Daveenn : GON.II pg gour-dadou (C'était la coutume de nos aïeux, de nos ancêtres).

gourdadoù

1850
Daveenn : GON.II pg gour-dadou, gourdadou (Les aïeux, les parents qui nous ont précédés. Les ancêtres).

gourdadoù

1850
Daveenn : GON.II pg gour-dadou, gourdadou (Les aïeux, les parents qui nous ont précédés. Les ancêtres).

C’hoazh e tigouezh ez afe hini pe hini ez trumm diwar ar bed-mañ, en ur gas kuit gantañ kement en doa desket drezañ e-unan, ha kement a oa bet desket dezhañ gant e c’hourdadoù.

1923
Daveenn : SKET p.20

DA EVESHAAT : Dreist-holl, lennerien ger, na vez ket e vefec’h souezhet pa welot hor gourdadoù oc’h ober en o buhez, en o menozioù, en o oberoù, evel paganed. Paganed ez oant-i e gwirionez, ha n’oufed gortoz anezho da gomz ha d’en em ren evel kristenien, pa n’oant ket ! Bravoc’h a se n’eo ken an taolioù-kaer o deus graet !

1923
Daveenn : SKET p.7

gourdad

1923
Daveenn : SKET p.178, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Ancêtre".

Da hentez klask, dreist pep tra, da genouennidi, ma anavezez an holl c’hourdadoù anezho, ma c’houzout ez int disaouzan ha didamall, ganet a-ziwar rummadoù disaouzan ha didamall.

1924
Daveenn : SKET.II p.28

Goularsaerien ar Samland war ar mor Baltik, gourdadoù Aested Tacitus, Borused ar Grennamzer, Letted ha Lituaniz bremañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.67, Notenn 2

gourdad

1931
Daveenn : VALL pg ancêtre

gourdadoù

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXIV, aieul (aïeux), (les) ancêtre(s)

Soñjet hon eus en em lazhañ er Partenón evit ma welo da nebeutañ hon gourdadoù eus an henamzer e peseurt stad omp bet lakaet gant o diskennidi. Fidías, Periklés, Sokrates, mervel a reomp evit na welimp ken al louskoded-se, ho tiskennidi.

2015
Daveenn : EHPEA p182

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial