Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. Gwaz en deus engehentet ur bugel pe veur a hini. Tad hennezh a oa martolod. An tadoù hag ar mammoù. 2. (gant ar gm. s.) An tad (du-mañ) : ma zad, hon tad. & (impl. gant ar g. perc'h. unan evit komz ouzh tad an-unan) Pa gari, ma zad. 3. (hep kemm. blot. war-lerc'h an ar. da) Kerc'hat butun da Tad : da'z tad. 4. Dre skeud. Den zo ur mailh war un danvez bnk., zo barrek-tre. Un tad bambocher, un tad kaner, un tad kemener, un tad laer. Un tad den evel ma lavarer. 5. Dre skeud. Tra wellañ. & Krl. Ar gouel zo mat / Met ar stourm zo tad. 6. Trl., diw. c'hoap (db. ar baotred vihan) Tad an ardoù fall : paotr a ra kalz ardoù. B. Dre ast. (en e furm lies ; db. an dud) An hendadoù. Hon tadoù ken mat / A skuilhas eviti o gwad. C. 1. (er relijion gristen ; gant ur bennlizherenn-dal) Anv roet da gentañ person an Dreinded. Doue an Tad. [1924] Pet person a zo en Drinded ? — An Tad, ar Mab, hag ar Spered-Glan. 2. (er relijion gatolik) Lesanv ul lean. An Tad Maner. Tadoù gwenn Afrika. "Hon Tad Santel ar Pab". II. (db. al loened) 1. Par. An tad moualc'h. An tad tourc'h. & (enebet ouzh ar vamm) An houidi bihan a jilgamme war-lerc'h o zad. 2. (db. an amprevaned a vev en ur gevredigezh evel ar gwenan, ar gwesped, ar merien, h.a.) Par sperius. N'eus nemet un nebeud tadoù-gwenan a zeu a-benn d'en em barañ gant ur vamm ha speriañ anezhi. DHS. labourerez, mamm. III. (db. ar plant) Par. An tadoù kouarc'h lorc'hus gant o fennoù uhel. DHS. mamm. EVEZH. : Kemm. blot. ebet er furm lies goude ar gm. nag en ag. a vez da heul.

Skouerioù istorel : 
142
Kuzhat roll ar skouerioù

me gred bepred en Doe an tad

1456
Daveenn : ISYK.I p108

tad pe mamm pe kar

1499
Daveenn : LVBCA p109, 138, 159, 190 (pere ou mere ou parent)

tad

1499
Daveenn : LVBCA p190 (pere)

En hanv a'n Tad, ha'n Mab abred, / Roue ha krouer, ha'n Glan Spered [;] / Un Doe anavet drez kredan [dre a gredan]/ Pere en personoù kaougant, / Zo tri fier ha diferant / Ha se prezant a asantan

1575
Daveenn : M. p34

Neuze Sanktez Katell pehini a yoa en oad a seitek vloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien[,] merc'h unik d'he zad ha d'he mamm : pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joa a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.

1576
Daveenn : Cath p5

Deus da enoriñ un Doue, / Na doue ket an hanv anezhañ en ven. / Deus da viret an Suliaoù hag an goueliaoù. / Deus da enoriñ da dad ha da vamm. / Na vez ket muntrer. / Na vez ket pailhard, na vez ket laezr. / Na vez ket falstest. / Na dezir ket da hentez mui evidit da-hunan

1622
Daveenn : Do. p4

M. Livirit-hu ar Gredo en latin. D. Credo in Deum etc. M. Livirit-hi en brezhoneg. D. 1. Me gred en Doue an Tad hollc'halloudek, krouer d'an Neñv ha d'an Douar.

1622
Daveenn : Do. p10

D. 1. Me gred en Doue an Tad hollc'halloudek, krouer d'an Neñv ha d'an Douar. 2. Hag en Jezuz Krist e vab unik, hon Aotrou benniget. 3. Pehini a voe koñsevet eus ar Spered santel, ganet eus ar Werc'hez Varia. 4. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, bezet krusifiet, marv hag anseveliet. 5. Zo bet diskennet d'an Ifernoù ha resusitet an trede deiz a varv da vev. 6. Zo pignet en Neñv hag azezet a'n tu dehou d'e Dad hollc'halloudek. 7. Ac'hane e teuy da varn ar re vev ha'r re varv.

1622
Daveenn : Do. p10-12

Hon tadoù santel Pius pempet e anv ha Gregorius trizekvet, o deus pep hini anezhe roet kant vloaz ha kant daou-ugent deiz a induljansoù da gement a asisto en Katekismoù hag en Doktrin ar Gristenien, koñfirmet bet gant an Tad santel Klemañ eizhvet a anv

1622
Daveenn : Do. p.2

4. Enor da dad, da vamm, hep bout fell. / Dre garantez sikour-i hag e vevi pell. 5. Muntrer ivez ne vezi ket / A volontez nag a efed. 6. Luksurius[,] mir na vezi / A efed nag a zezir mui.

1622
Daveenn : Do. p28

dioueriñ e dad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dioueri (e dat)

tad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pere

ma vihe distroet e dad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg si (son pere estoit retourné)

ober tennañ heg ouzh e dad) [pe

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ober tennaëc (ouz e dat)

M. Penaos er [sin ar groaz] gret-hu? D. E ober a ran o kas an dorn d'ar penn, ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha d'an hini dehoù, en ur lavaret, En anv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel, Amen.

1677
Daveenn : Do. p7

M. Hag an Drinded binniget[,] petra ez eo ? D. Bezañ ez eo an Tad, ar Mab, hag ar Spered santel : tri ferson en un Doue hepmuiken.

1677
Daveenn : Do. p15

M. Pe evit tra er [sin ar groaz] gret-hu er feson-se ? D. Da gentañ, evit digas ar memoar eus an daou Vister priñsipal eus hor Feiz ; unan, eus an Drinded binniget, en ur bronoñs ar c'homzoù-mañ : En Hanv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel ; an eil, eus ar marv ha Pasion hon Salver, pehini[,] ouzh en em vezañ graet den, en deus anduret ar marv evidomp-holl en ur Groaz.

1677
Daveenn : Do. p9

un aboisañs a vab e-keñver tad ha mamm

1732
Daveenn : GReg pg filial (Une obéissance filiale envers ses pere & mere.)

Ur gwir gristen a zoug doujañs ha karantez da Zoue, evel ur mab mat d'e dad ; ur falskristen en douch hep e garet, evel a ra ur servijer fall en andred e vestr.

1732
Daveenn : GReg pg filial (Une crainte filiale pour Dieu convient au veritable Chrétien, & une servile se trouve dans les méchans.)

Ar c'hourlañchenn vras ay oa tad da C'hargantua.

1732
Daveenn : GReg pg gosier (Grand-gousier étoit le Pere de Gargantuas, dit Rabelais.)

En urzh Sant Frañsez ez eus tri zad jeneral : ar c'hentañ eo hini an tadoù Kouventualed, an eil eo hini Santfrañseziz, an drede eo hini ar Gabusined.

1732
Daveenn : GReg pg general (Dans l'ordre de saint François il y a trois Generaux : le premier est celui des Peres Conventuels, ou Cordeliers à la grande manche, qui est la premiere branche de l'ordre : le deuxiéme est celui des Peres Observantins, ou Cordeliers, des Peres Recollets, des Soccolans, Arabides, des Penitens &c. Le troisiéme est celui des Peres Capucins.)

an tadoù jeneraled eus an urzhoù relijiuzed

1732
Daveenn : GReg pg general (Les Generaux d'ordres.)

an añsien tadoù

1732
Daveenn : GReg pg ancestres

tad jeneral eus a un urzh

1732
Daveenn : GReg pg general (General d'un ordre Religieux.)

Va zra a-berzh tad ha mamm eo.

1732
Daveenn : GReg pg heritage (C'est un heritage que je tiens de mes Ancêtres.)

hon tad kentañ Adam

1732
Daveenn : GReg pg actuellement

adeo va zad

1732
Daveenn : GReg pg adieu

joa ma zad

1732
Daveenn : GReg pg adieu

hoz kimiadañ a ran va zad

1732
Daveenn : GReg pg adieu

hoz kimiadañ a ran va zad

1732
Daveenn : GReg pg adieu

perc'henniaj a-berzh tad ha mamm

1732
Daveenn : GReg pg alleu

roit an dra-se d'ho tad

1732
Daveenn : GReg pg (donnez cela) à (votre père)

A, va zad, hag eno ez oac'h-hu ?

1732
Daveenn : GReg pg ha ! (Ha mon pere, étiez-vous là ?)

hon tad santel, ar Pab sant Gregor ar Bras.

1732
Daveenn : GReg pg Gregoire (Saint Gregoire le grand, Pape.)

an tad en deus gwarantet e vab

1732
Daveenn : GReg pg autoriser (le pere a autorisé son fils)

mamm-gozh a-berzh-tad

1732
Daveenn : GReg pg ayeule (paternel)

hon tadoù diaraok

1732
Daveenn : GReg pg ayeux (ancêtres)

tadoù-kozh a-berzh tad

1732
Daveenn : GReg pg ayeux (paternels)

e-lec'h tad

1732
Daveenn : GReg pg beau (-pere, second mari de nôtre mere)

ur begeg a vab, ker koulz evel e dad

1732
Daveenn : GReg pg (un grand) benet (de fils, aussi sor que son pere)

ul lue bras a vab ker sot hag e dad

1732
Daveenn : GReg pg (un grand) benet (de fils, aussi sor que son pere)

tadoù Sant Bernard

1732
Daveenn : GReg pg bernardins (religieux de Citeaux)

diklêrasion eus a santelezh ur re, graet gant hon Tad Santel ar Pab

1732
Daveenn : GReg pg canonisation (d'un Saint)

Un den a vilit eo an tad gardian.

1732
Daveenn : GReg pg gardien (Le Pere Gardien est un homme de merite.)

breudeuzr a-berzh tad ha mamm

1732
Daveenn : GReg pg charnel (propres freres charnels)

Va Zad Eternel, grit enoriñ ha respediñ ho mab, deuet eo an amzer, evit ma likin ivez rentañ deoc'h an enor, ar respet, hag an adorasion a zo dleet d'ho majestez

1732
Daveenn : GReg pg clarifier (Pere Eternel clarifiez vôtre Fils, afin que vôtre Fils vous clarifie, (en S. Jean ch. 17. v. 1)

Ar bed-holl a zo breuzdeur a-berzh an Tad Adam.

1732
Daveenn : GReg pg frere (Tous les hommes sont freres en Adam.)

breuzdeur a-berzh tad

1732
Daveenn : GReg pg frere (Freres consanguins.)

un tad Sant Frañsez

1732
Daveenn : GReg pg franciscain (Religieux de l'Ordre de Saint François)

mab e dad eo

1732
Daveenn : GReg pg (c'est le père tout) craché (parlant d'un enfant &c.)

doujañ Doue ; doujañ e dad hag e vamm ; doujañ ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg craindre (Dieu ; craindre ses parents ; craindre le Roy)

tad ar superbite

1732
Daveenn : GReg pg (le) diable (de l'orgüeil)

tad spirituel

1732
Daveenn : GReg pg directeur (de conscience)

un tad Sant Dominig

1732
Daveenn : GReg pg dominicain (religieux de Saint Dominique)

tadoù Sant Frañsez

1732
Daveenn : GReg pg franciscain (Religieux de l'Ordre de Saint François, p.)

Va zad, Doue da ray joa d'an anaon.

1732
Daveenn : GReg pg feu (mon pere)

va zad, Douë da ray joa d'e ene.

1732
Daveenn : GReg pg feu (mon pere)

dienek-bras eo abaoe eo marv e dad

1850
Daveenn : GON.II pg diének

aet eo an tad da gerc'hat an amiegez

1850
Daveenn : GON.II pg amiégez

breudeur a-berzh tad

1850
Daveenn : GON.II pg brêur (frères consanguins).

en amzer ma zad

1850
Daveenn : GON.II pg amzer

kit da glask ho tad en avalenneg

1850
Daveenn : GON.II pg avalennek

Tec'hit diwar bez va zad.

1850
Daveenn : GON.II pg béz (Retirez-vous de dessus la tombe de mes parents).

aet eo da ziarbennañ e dad

1850
Daveenn : GON.II pg diarbenna

digabestr eo, abaoue ma eo marv e dad

1850
Daveenn : GON.II pg digabestr

un dilavar en deus roet d'e dad

1850
Daveenn : GON.II pg dilavar

va zad meurbet doujet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg doujet

en em likit e-keñver ho tad

1850
Daveenn : GON.II pg é-kéñver, ékeñver

kezeg kaer a oa e ti va zad

1850
Daveenn : GON.II pg é-tî

doue an tad en deus engehentet e vab a-viskoazh

1850
Daveenn : GON.II pg eñgéheñta

hon tad pehini a zo en eñv

1850
Daveenn : GON.II pg éñv

tad-iou

1850
Daveenn : GON.II pg iou, tâd (-iou)

tad

1850
Daveenn : GON.II pg tâd, tât, tata + p.15 "père"

tad

1850
Daveenn : GON.II pg tâd, tât

tadoù

1850
Daveenn : GON.II pg tâd, tât

va zad eo

1850
Daveenn : GON.II pg tâd, tât

mab e dad eo Kadiou

1850
Daveenn : GON.II pg tâd, tât

tad-a-feiz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg tâd-a-feiz

tadoù-a-feiz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg tâd (-a-feiz)

tad madoberour

1850
Daveenn : GON.II.HV pg tâd (-mâdôbérour)

Anaout a ran ho tad.

1850
Daveenn : GON.II pg anaout (Je connais votre père).

da dadoù

1850
Daveenn : GON.II p.9, introduction, "tes pères".

daou dad

1850
Daveenn : GON.II p.11, introduction, "deux pères".

Un tad

1850
Daveenn : GON.II p.14, livre premier, "un père".

d'un tad

1850
Daveenn : GON.II p.14, livre premier, "à un père".

Tadoù

1850
Daveenn : GON.II p.14 + p.15, livre premier, "des pères".

eus tadoù

1850
Daveenn : GON.II p.14, livre premier, "de pères".

da dadoù

1850
Daveenn : GON.II p.14, livre premier, "à des pères".

eus un tad

1850
Daveenn : GON.II p.14, livre premier, "d'un père".

Un tad mat

1850
Daveenn : GON.II p.22, livre premier, "un bon père".

tadoù mat

1850
Daveenn : GON.II p.22, livre premier, "de bons pères".

Ti va zad a zo bras.

1850
Daveenn : GON.II p.60, livre second, "La maison de mon père est grande".

An tad hag ar mab a zo marv.

1850
Daveenn : GON.II p.94, livre second, « Le père et le fils sont morts ».

Ha deut eo va zad ?

1850
Daveenn : GON.II p.85, livre second, "Mon père est-il venu ? "

Ar gwellañ tad am eus anavezet, eo hoc’h hini.

1850
Daveenn : GON.II p.63

Livirit d’am zad dont amañ.

1850
Daveenn : GON.II p.67

Va zad a zo aet d’ar marc’had, ha va mamm a zo er gêr.

1850
Daveenn : GON.II p.68

Ar gwragez he amezegezed en em laouenae ganti, o lavarout : Ur mab a zo ganet da Noemi, hag hi a c'halvas anezhañ Obed ; hennezh a voe tad Isai, tad David.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.107, Buez Ruth.

Paotr ar skleug gav dezhañ gwelet an holl arc'hant A voa bet, e pep oad, dastumet kant war gant. Distreiñ a ra d'ar gêr da guzhet buan ha don Eñ e gav e gregign zo krog en e galon. Bremañ grik ! Ar c'here zo aet e gan e-biou, Abaoe m'eo perc'henn da dad an holl boanioù.

1867
Daveenn : MGK p28

« Poan am beus o krediñ ; gantañ n'eus deut da vat, / Deut ur c'hreunenn hepken eus a chemet e dad. »

1867
Daveenn : MGK p91

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel ! Hont tadou kentañ o doa joa outo en amzer ma'z aent gant o loened eus a ur menez d'egile e-kreizik-kreiz bro an Azia; ar vamm o lavare d'he merc'h, e korn an oaled, e-pad ar goan; hag an tad d'e vab, en disheol, en hañv; hag ar verc'h hag ar paotr, o vezañ deuet en oad d'o zro, a gemere o bugale plijadur en ur glevet ar pezh en doa divuzet tad ha mamm gwechall)

1867
Daveenn : MGK Rakskrid V

Ar vamm ne gar na merc'h na mab, / Hag ar bugel na mamm, na tad.

1867
Daveenn : MGK p136

Un neizh eostig 'oa e vaner ; bemnoz, bemdez e kaned eno ; pa dave an tad e save mouezh ar vugale, ha klevet a ran c'hoazh unan eus e verc'hed o kanañ ker flour : "Peger kaer eo Kerzaoulaz, Pa zeu an noz da guzhat, Er gwez pa vez an delioù glas, Pa vez skedus ar stered ! "

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VIII

— « Va zad, lavarit din penaos e c'hell an dud / » Dastum, evel a reont, madoù ha kalz a vrud ? » / Eme un den yaouank d'e dad deut war an oad.

1867
Daveenn : MGK p144

Neuze ne ranke ket ar mammoù paour disec’hañ gant glac’har war o zreid, nag an tadoù terriñ ha breviñ o c’horf gant al labour, dre an abeg m’en doa ranket o bugel mont da soudard, pell-pell diouto.

1877
Daveenn : EKG.I. p.260

Nann, e gwirionez, e c’halloud a deuas war-eeun digant Jezuz-Krist a lavaras dezhañ ha d’an Ebestel all : « It dre ar bed-holl, deskit d’an holl al lezenn am eus desket deoc’h, ha badezit an holl en hanv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel. »

1877
Daveenn : EKG.I. p.5

Hogen, penn kentañ Iliz Jezuz-Krist war an douar eo hon Tad Santel ar Pab ; mes n’oant ket evit tizhout hennezh, da vihanañ bremañ : diwezhatoc’h her graint hag hen digasint d’ar prizon e Frañs.

1877
Daveenn : EKG.I. p.7

Tad manac’h, n'eo ket laeron hentoù-bras eo a zo kouezhet warnoc’h ; nann, gwashoc’h eget laeron eo ar re o deus lazhet ar venec’h all.

1877
Daveenn : EKG.I. p.45

Ar manac’h en doa anavezet gant an den-se montr an Tad Abad, an hini a oa tad ar venec’h all a-raok an dispac’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.60

— Ni a chomo ivez, ni a chomo ivez. — Nann, ne fell ket din, abalamour m’eus lod ac’hanoc’h dimezet ha m’eus ezhomm er gêr eus a lod all evit gounit un tamm bara d’o zadoù ha d’o mammoù. Hag ouc’hpenn-se, penaos e c’hellfen-me bevañ kemend-all a dud ?

1878
Daveenn : EKG.II p.7

Un de[iz], gant kalz a garante[z], / An Tad en noa disklêriet de[zhe] / E chom hon Salver benniget / Noz-de[iz] en taberrnakl, kuzhet.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

An tad-se, merzheriet gand tud goue[z] ar Broio[ù] pell, ‘zo bet disklêriet evurus gant an Tad santel ar Pab.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Enebiñ a reomp gant hon holl nerzh ha goulenn start hêrezh hon tadoù.

1911
Daveenn : PSEP p III

3° notennoù e-leizh e traoñ an enebennoù d’an neb a fellfe dezhañ studiañ al levrioù a ouiziegez diwar-benn hon Tadoù, ar Gelted kozh [.]

1923
Daveenn : SKET p.6

Emskiant o broadelezh hag o Galvedigezh a bobl eo a renas hon Tadoù p’o deus, a-ziwar an disterañ hadenn, astennet a-us d’ar bed-holl skourroù ar Vroad Illur, gouez dezho, da lavarout eo Broad hollvrudet ar Gelted kozh.

1923
Daveenn : SKET p.6

« Gouenn ar Gelted, an arzh hag an tourc’h-gouez a eveshaas outi, — En Amzer-gent ; — P’en doa pellaet an Tad da stourm ouzh ar bleizi [...]».

1923
Daveenn : SKET p.34

Pa guiteis, ez yaouank c’hoazh, bro al Lingoned da heul mab uhelwad Albiorix, ez oa eus an tiad-tud-se, a-gevret gant an tad, c’hwezek paotr e barr o oad a dalveze kement ha kant war an emgannlec’h pe er guzuliadeg, c’hwec’h plac’h ha tregont hogos holl yaouank, gant tost da hanter-kant a vugale.

1923
Daveenn : SKET p.21

E dad ? N’eus ket bet anavezet anezhañ : beuzet e oa bet, a-raok ginivelezh ar paotr.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Pet person a zo en Drinded ? — An Tad, ar Mab, hag ar Spered-Glan.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1022 (Gouere-Eost 1924)

Na gwelet a rit-hu anezhe, en korf o roched, diarc’hen, o bragoù troñset gante betek o daoulin, o redek war an aod, o klask kontelleged, malkoned, tareleged, pe er poulloù-traezh, er vorlennoù oc’h ober redadegoù gant o bagoù : gobiri, biskinennoù, goueletinier, teir gwernioù graet dezhe gant o zadoù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1088 (Here 1924)

tad

1927
Daveenn : Geri.Ern pg aou

tad

1927
Daveenn : Geri.Ern pg aou

tad

1927
Daveenn : Geri.Ern pg aou

tad

1927
Daveenn : Geri.Ern pg aou

a-berzh tad

1931
Daveenn : VALL pg aieul (paternel)

Unan bennak en doa roet dimp chomlec'h un tad Jezuist eus Kerdiz, an tad Yann Hayde e anv, person katolik parroz Sant-Pêr, a oa kalz a Ouezeled -Iwerzhoniz- o labourat enni.

1944
Daveenn : EURW.1 p60-61

An Tad Jouan, kemeret e retred gantañ, eus Urzh Tadoù ar Spered Santel, a oa ivez ur c’haozeer dispar war istor kozh ar vro.

1944
Daveenn : EURW.1 p.209

Pebezh den fur eo ma zad.

1944
Daveenn : EURW.1 p.209

Arabat e vije krediñ o doa ar serjanted hag ar gaporaled an disterañ doujañs ouzh ar « vibien d’o zadoù » a raed ouzhimp ‘drek hor c’hein.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

Pa lavare ar glianted d'am zad : « Kerzhout a ray ho mab war ho roudoù, aotrou noter[,] hemañ a zo abred o tiskiñ e vicher avat ! » pe meuleudioù all evel-se, ma zad a wele dija e bennhêr, a-benn ma vije arru kozh, o kemerout e garg, mes me a vouzhe ouzh o c'hlevout o fougeal ganin[.]

1944
Daveenn : EURW.1 p28

Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozhac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezhañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; ur vatezh yaouank anvet Marianna Touboulig ; ha me, ar mab pennhêr, a oa ma zad o fiziout warnon da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz deskoni gantañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p6

Ma zad a veze graet Glaoda anezhañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p10

Ha teñzor hon tadoù kozh a veze lezet a gostez ["a-gostez"].

1944
Daveenn : ATST p.45

- Eurus an daoulagad a wel ac'hanoc'h ! emezi, gant doare-komz ledan Kastilhiz, laouen bras ouzh ho kwelout, « padre portero ». - Doue r'ho pennigo, « señora ! » - Nann, « padre ! » « señorita ». - Me, dimezell, n'on na Tad na porzhier.

1949
Daveenn : SIZH p.45

Evit plijout dezhi e tañvas hon Tad Kentañ ar Frouezhenn villiget, abeg keuzidigezh Mab-Den.

1949
Daveenn : SIZH p.40

- Adios, padre ! emezi (Kenavo, tad !). Ha mousc'hoarzhin a reas adarre ouzh ar manac'h.

1949
Daveenn : SIZH p.38

Ra bardonoc'h d'ar Gannaded, / Enebourien hon abaded / Hag hon eskeb, tadoù ar Feiz, / Mirourien fur ar Gredenn Reizh.

1960
Daveenn : PETO p17

An traoù da fall[,] trumm zo troet, / D'am farrezioniz n'on mui tad. / D'am c'hure didou [int] 'n em roet, / Ac'hanon ken ne reont stad.

1960
Daveenn : PETO p28

Ma mignon Yann, ha taolet hoc'h eus evezh / Ouzh ar reolenn 'n em gavet un devezh / Hag a ziviz e ranko hiviziken / [Un dra disakr na'm bije kredet biken !] / Hor beleien bezañ distag, koulz lâret, / Diouzh Hon Tad Santel, ar Pab mat ha karet ? / Da eskibien, gant laiked dilennet, / Rak ar c'hiz 'vo diwar vremañ eilpennet, / E tleint holl sentidigezh ha doujañs / Dindan boan a wall-gastiz hag a zroulañs.

1960
Daveenn : PETO p12

Daou vloaz goude e tegouezhe eno an daou visioner katolik kentañ, hag an Tad Bessieux a yeas da ober e ziazez ivez war an dosenn e-tal al lec'h-kreñv.

1985
Daveenn : DGBD p49

Stok ouzh hon ti, met a-rezad an douar, diouzh tu kêr, ez eus un ti all giz ar vro -met an ti-se ne oa ket el lodenn bet feurmet deomp-, en ti-se ez eus ur familh o chom, an tad, hag a ra ar vicher galvez, a zo ur mpongwe eus ar vro, met dimezet e oa gant ur plac'h a ouenn itsogo, tri bugel o deus, teir flac'hig.

1985
Daveenn : DGBD p46

Adroet eo bet o lufr a-ziagent eta ken d'ar gwerinier-liv eus ar XVvet kantved er prenestrier uhelañ, ken da grouadennoù an XIXvet kantved evel livadurioù Yan d'Argent - en o zouez an hini ma weler un ael o reiñ donezon ar yezh vrezhoneg d'an Tad Maner hag a zlefe pep Yann desk-e-yezh mont da welout paneveken ur wech en e vuhez ! - pe ar c'haelioù chantele en houarn goveliet, e-touez mil tra all.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 21

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial