hep dale
Distreiñ rin hepdale, ha neuze hed-da-hed c'hwi a glevo ganin kement vo c'hoarvezet. An displeg a vo kaer; neb ne wel nemeur a dra, n'en deus nemeur ivez da lavaret da zen. O klevet va zroioù, c'hwi a drido laouen; ne vezo ket avat, ne vezo 'vit netra, rak emeve deoc'h-hu, setu a c'hoarvezas, p'edon el lec'h-mañ-lec'h; eno c'hwi hoc'h-unan, c'hwi gavo deoc'h bezañ, c'hwi ganin ken unvan !
An aotrou Gwilh Ar C'horfeg, rener an 'Indépendance Bretonne', mignon d'an aotrou Vallée, am fedas da skrivañ e galleg en e gazetenn hag e rois dezhañ e dibenn ar bloavezh 1898 meur a bennad-skrid anvet 'La Bretagne de demain', pennadoù hag a ziougan dasorc'hidigezh Breizh evel ma vezo hedpale.
Hepdale, ar paotrig-se a ziskouezje dezho e nerzh, evit dougen ar sac’h ar pounnerañ, hep chom war-lerc’h, na skuizhañ nepred, e ampartiz war an embregerezh-korf, war ar rederezh, war gement c’hoari eskuit, en ur ger, ur gwir soudard, a voe anvet kaporal a-raok diwezh e vloavezh kentañ servij, ha serjant goude.
Hepdale, an holl floderion gemedel hag ar re maneget a breno o diankajoù e Bro-Suis hag a fardo o boued e Bro-C'hres.
Neuze e farde Alexander ur banne kafe-poultr, ha kontañ eus e wreg , hag eus e ziv verc'h, Nina ha Jenia, eus Mourmansk, ha neuze e lavare e tlefe Kathrine dont da weladenniñ anezho hep dale.