Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (goude un niv. peg.) Adverb a verk e strishaer ur c'hementad. Pet levr en deus skrivet ? Daou hepken. Tri den hepken a oa deuet. [1878] [...] un dra hepken a vank deoc’h [...]. 2. (goude un ag.) Adverb a verk ar strishaat en doareañ. Glas hepken eo an oabl : glas holl eo an oabl. 3. (goude ur v.) Adverb a verk ar strishaat en ober. Dre studiañ hepken eo e tesker : n'eus doare all ebet da zeskiñ. Klevet a reomp hepken trouz ar mor : ne glevomp nemet an trouz-se. 4. (goude un ak., ur rag. ; un adv. pe un ar.) Adverb a verk ur redi a denn d'ar ger a lakaer dirazañ. An dud-se hepken a c'hallo ho skoazellañ. C'hwi hepken a oar an dra-se : n'eus nemedoc'h a oar an dra-se. Neuze hepken e vo dav deoc'h redek : n'eus nemet d'ar poent-se eo e vo dav deoc'h redek. Diganeoc'h hepken e klevo ar wirionez : n'eus nemet diganeoc'h eo e klevo ar wirionez. & Trl. skeud. Ne vez ket savet ur c'hleuz diouzh un tu* hepken. HS. hepmuiken, nemetken.

Skouerioù istorel : 
44
Kuzhat roll ar skouerioù

hep quen

1659
Daveenn : LDJM.1 pg hep (quen)

Un Doue hepken a adori hag a wir galon a giri ; / Hanv Doue e ven ne doui ket, / Nag ivez netra hevelep.

1677
Daveenn : Do. p27

hep ken

1699
Daveenn : Har. pg hepken (tant seulement)

Ned eus nemet Doue hepken a gement a enev e gwirionez ar pezh a zo da zonet.

1732
Daveenn : GReg pg futur (Dieu seul connoît certainement le futur.)

hervez feson hepken

1732
Daveenn : GReg pg apparent

un Doue hepken a zo

1732
Daveenn : GReg pg a

div vignezenn hepken

1732
Daveenn : GReg pg (deux ou trois) bignet(s)

an neantadur parfet ne hall bezañ graet nemet gant Doue hepken

1732
Daveenn : GReg pg anénanti

bezañ eus un Doue hepken

1732
Daveenn : GReg pg (il y) a (un seul Dieu)

Netra war an douar ne deo dezirapl, c'hoantapl, youlapl, nemet ar vertuz hepken.

1732
Daveenn : GReg pg (rien en ce monde n'est) convoitable (que la vertu)

Doue hepken a c'hell enaouiñ ur c'horf

1850
Daveenn : GON.II pg enaoui

an espern hepken ho tenno alese

1850
Daveenn : GON.II pg espern

roit kant skoed dezhañ hepken

1850
Daveenn : GON.II pg hép (-kén)

hepken

1850
Daveenn : GON.II pg kén (Sans plus), hép (-kén).

Neuze e lavaras [ar breur] : - Va c'hoar, na ouelit ket, me ho ped ! Un tri dervezh hepken a vezo din a-walc'h da aveliñ va fenn.

1867
Daveenn : MGK p18

— « Aiou ! eme an den, petra welan ? Ur spes ! / Euzhusat tra ef-eñ ! E skeud, e skeud hepken / A ra din-me skrijañ ha krenañ gant anken. »

1867
Daveenn : MGK p66

« Poan am beus o krediñ ; gantañ n'eus deut da vat, / Deut ur c'hreunenn hepken eus a chemet e dad. »

1867
Daveenn : MGK p91

N'eo ket harpañ hepken, karet a zo ivez. / Anez ar garantez, na peseurt harp a ve ?

1867
Daveenn : MGK p142

"Lennerien, emezañ, e kentskrid e vojennoù, va brezhoneg-me, ned eo ket brezhoneg naetaet a bep kemmeskadurezh eo ; komz a ran evel ma ra an dud hep deskadurezh. C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered. Hogen ar vent hag ar rim a oa ret din sentiñ outo; ken a ris dre heg ar pezh na'm bize ket graet dre gaer. Kement-se a gavis kalet evelkent ; setu penaos ez a hor brezhoneg ker da goll ! "

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VIII

D’ar mareoù-se, an Noblañsoù a yoa holl soudarded, mes n’oa nemet an Noblañs hepken.

1877
Daveenn : EKG.I. p.260

Gourc’hemennet e oa dezho touiñ sentiñ ouc’h al lezennoù-se, rak, hiviziken, ar c’houarnamant hepken eo a dlee envel, e Frañs, an eskibien en eskoptioù kerkoulz hag ar bersoned er parrezioù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.7-8

N’eo ket un alc’houez hepken em boa kavet, pevar a yoa. Pehini e oa an hini mat ?

1878
Daveenn : EKG.II p.121

Kentoc’h e lezint ac’hanoc’h da lakaat an tan-gwall warno, en o zi, eget disklêriañ ur beleg hepken.

1878
Daveenn : EKG.II p.156

— Gwelet a ran war ho penn un aer nec’het ; koulskoude n’eo ket kalon a vank deoc’h, hen diskouez hoc’h eus graet abaoe an dervezhioù-mañ ; un dra hepken a vank deoc’h : hini ac’hanoc’h marteze n’en deus soñjet n’hoc’h eus debret tamm abaoe dec’h da noz, ha koulskoude oc’h en em gannet evel gwazed a benn hag a galon.

1878
Daveenn : EKG.II p.3

— Petra ? C’hoant hoc’h eus da lavaret ne rit ket a fae war ar Republik ? Koulskoude, n’oc’h bet nemet ur wech hepken e ti-kêr, un dervezh m’oac’h bet lakaet da sinañ e oac’h hanvet maer ; abaoe n’oc’h ket bet war-dro. Ha n’eo ket an dra-se ober fae war ar Republik ?

1878
Daveenn : EKG.II p.65

Ha gant ur vouezh kreñvoc’h e lâr : / O ma Jezuz ! O me ho kar ! / Lâret din ur gerig hepken, / Ha ma c’halon a vo laouen.”

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

E toull an aber e voe taget o listri gant ur barrad-amzer, hag int bet hanteraozet hepken gant berrek ez oant bet paket ; hag e freuzjont dindan o zreid.

1923
Daveenn : SKET p.117

Hir ha moan, n’o devez ar bagoù-se na gwernioù na gouelioù ; mont diwar roeñv hepken eo a reont, hag int buan-tre.

1923
Daveenn : SKET p.123

Teir a zo ac’hanomp, ganet gant an hevelep mamm, engehentet gant an hevelep tad, kresket a-gevret hep en em zisrannañ biskoazh. Teir ac’hanomp, hag unan hepken dre ar gwad, ar galon, ar gengarantez ! Netra n’hor ranno biken !

1923
Daveenn : SKET p.107

Ha, p’en devoa ar paotr yaouank kemeret an aval deus o dorn, ne glaskent ken diwar-se plijout da zen all ebet nemet dezhañ hepken.

1923
Daveenn : SKET p.68

Ya, na pegen bourrus e oant da welout, al listri uhelvourzhek-se gant o gwernioù uhel ha garidaouek, liesskourrek ha liessugellek, o sentiñ evel pa vefent bev (e gwirionez, buhez a yoa enno) ouzh geriou gourc'hemenniñ un den hepken, penn meur ar skouadrenn, hag o riklañ war an dour glas ker flour ha meuriadoù elerc'h war ul lenn ec'hon, distrafuilh ha dielestr.

1929
Daveenn : SVBV p.15

Marteze, darn a zo hag a lavaro ez on-me heñvel ouzh an tourc'h - an dra-se ne vern ket, tamm ebet, evidon ! - hag evel an digenvez reunek-mañ ec'h en em blijan nemet [sic] el lec'hiou didud hepken.

1929
Daveenn : SVBV p.14

kement ha dihuniñ ar marc'h hepken

1931
Daveenn : VALL pg assez

Lezet en deus anezhañ da vale, rak ar roue hepken, ha den all ebet, a c'hell barn unan bennak d'ar marv.

1936
Daveenn : TKAL p14

Arabat krediñ ne vije implijet an anv-se evit seurt plegoù-mor hepken.

1943
Daveenn : TNKN p15

Goude o marv hepken e vijent embannet [o memorioù].

1944
Daveenn : EURW.1 p5

Ma hini-me hepken a oa ur c'hoef ganti.

1944
Daveenn : EURW.1 p48

En em veskañ a rejont gant argoadiz, hag a-benn kant vloaz, e oant breizhekaet, nann hepken dre briadelezh ha dre wad, met ivez dre o anvioù, a zeuas da vezañ 'n ur dremen dre c'henoù kouerien Vreizh-Izel : JOFRENO ha goude-se JAFRENOÙ, ROPERZH ha goude-se ROPARZH ; GWINEMANN ha goude-se GWINEMANT.

1944
Daveenn : EURW.1 p8

En ur miz hepken, Charlez Gwennou en doa linennet 7000 werzenn, ha me troet anezho e galleg.

1944
Daveenn : EURW.1 p.99

Dre zepartamant, un eskopti hepken : / A-gevret, evel-se, ' vo aesoc'h da ren / Aferioù ar Stad hag ar Relijion, / Ar pezh a skañvay preder an Nasion.

1960
Daveenn : PETO p16

Gouezet em eus hepken e ro / Ken lies gwech ha ma kav tro / O sakramanchoù da galz tud.

1960
Daveenn : PETO p37

lojet (mat) ha maget evit netra (evit al labour kentoc'h) e vint. 65 lur hepken e koust an enskrivadur.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 5

Met an arc'hant bet lakaet a-gostez diwar ar pezh am boa gounezet e-pad ma oan bet e bro an okoume eo e c'hellis sevel an oberenn a zo chomet an tostañ d'am c'halon, hag a oa bet embannet hepken goude ar brezel pa oan aet en-dro da Afrika, dindan an ano Yezhadur Bras ar Brezhoneg.

1985
Daveenn : DGBD p6

N'eo ket da anv hepken a zo e-barzh ar pod, anvioù all a zo ivez.

2015
Daveenn : EHPEA p22

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial