Livirit gourc'hemennoù Doue. En un Doue parfet e kredi, hag a veuli hepmuiken. Dre 'n anv anezhañ ne doui ket, dindan boan pep lec'h a bec'hed. Ar Sulioù hag ar gouelioù din a observi ker anterin. Enor da dad, da vamm, hep bout fell. Dre garantez sikour-i hag e vevi pell. Muntrer ivez ne vezi ket a volontez nag a efed. Luksurius mir na vezi a efed nag a zezir mui. Laerezh, na viret madoù den hep e volontez na gra ken. Nag a-enep den falstesteni, gaou e-lec'h gwir ne liviri. Na zezir eur ar c'hig bizhviken, nemet gant pried hepmuiken. Madoù hentez na souet tamm d'o miret flamm injustamant.
hep muy quen
hep muiquê
hep muy qen
Hogen, ne voe kemend-all a zifrae hag a largentez nemet ur c’holl-amzer, hepmuiken, rak kerkent ha ma voemp erru du-hont, e tisklerias ar Saozon d’hon admiral ne felle ket dezho bezañ skoazellet gant an estren : barrek e oant, emezo, d’ober o-unan war dro poblañs ar vro evit pezh a selle ouzh ar bevañs, al lojeiz hag an holl draoù all a vije ezhomm diouto.