Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Rag. dizalc'h 1. Rag. gour ren (dirak ur v. er st. kad.) Raganv ren an trede gour unan benel. Hi a ouezo displegañ an dra-se deoc'h. 2. G. pouez. toniet (dirak ur v. er st. nac'h pe goude ur v.) Ger a greñva merk an trede gour unan benel. Hi ne gav ket dezhi e teuimp a-benn. Labourat a ra, hi. 3. Raganv a verk, e meur a zegouezh, an trede gour unan benel. Hi eo renerez ar skol ? Hi hag he zud a welin warc'hoazh. N'out ken ken bras ha hi. & Hi he-unan : hi end-eeun. Aozet he deus an diskouezadeg-se hi he unan.

Skouerioù istorel : 
41
Kuzhat roll ar skouerioù

hi

1499
Daveenn : LVBCA p98 (celle)

Evit-se hi a lavaras veritablemant n'em eus bezet boued digant den, hagen gant ma Salver Jezuz-Krist.

1576
Daveenn : Cath p19

24. Ha hi lavaret : [«] Na zifer ket egzekutiñ kement tourmant az eus soñjet, rak me ne zeziran ken tra nemet ofrañ da Zoue ma c'hig ha ma gwad evel maz eo bezet en em ofret evidon, rak eñ eo ma Doue, ma fastor ha ma fried[. »]

1576
Daveenn : Cath p19-20

Pan ententas ar werc'hez ar c'hombat ay oa eminant dezhi, hi 'n em rekomandas en holl d'an aotroù Doue.

1576
Daveenn : Cath p12

1. Ouzh harz ar Groaz ma'z voe gloazet / Doue hon Roue-ni, krusifiet, / Ez edoa e vamm estlammet, / Ha hi e zivoud hirvoudet.

1622
Daveenn : Do. p59

hi

1732
Daveenn : GReg pg elle (pronom feminin, dont le masculin est lui, & il)

Marv eo, siwazh, ha hi yaouank-flour.

1732
Daveenn : GReg pg fille (Elle est morte à la fleur de son âge.)

ned eo ket hi eo

1732
Daveenn : GReg pg ce (n'est pas elle)

hi he devoa

1732
Daveenn : GReg pg avoir (elle avoit)

Hi a ganfe.

1850
Daveenn : GON.II p.28 (elle chanterait).

Elimelek pried Noemi a varvas, hag hi a chomas gant he mibien.

1850
Daveenn : GON.II Buez Ruth p98

Hi eo he deus flatret ac'hanomp.

1850
Daveenn : GON.II pg flatra (c'est elle qui nous a accusés, qui nous a dénoncés).

hi

1850
Daveenn : GON.II pg hî (elle. la. elles. les [sic]).

Hi eo a c'halv.

1850
Daveenn : GON.II pg hî (c'est elle qui appelle, ce sont elles qui appellent [sic]).

Gouzout a rit-hu hag hi a zo yac'h bremañ ?

1850
Daveenn : GON.II p.94, livre second, « Savez-vous si elle se porte bien à présent ? »

Hag hi a zebr ?

1850
Daveenn : GON.II p.85, livre second, " Mange-t-elle ? "

Hi, te ha ma a oa en iliz, pa zeuas ar glav.

1850
Daveenn : GON.II p.66

Hi a vire va danvez, e-pad ma oan er-maez eus ar vro.

1850
Daveenn : GON.II p.68

Hi pehini a oa ker kre a-raok, a vez klañv alies bremañ.

1850
Daveenn : GON.II p.73 (Elle qui était si forte auparavant, est souvent malade à présent).

C'hwi, hi hag eñ a vezo pinvidik.

1850
Daveenn : GON.II p.78

Ar vaot hag hi dister, a gomz hag a gelenn, / Hag ar goulm wenn / Ya da welet dre 'r vro, ha da zegas kemenn.

1867
Daveenn : MGK p49

me 'breno dezhi un abid seiz gwenn, hi a eurejo bremañ-souden

1874
Daveenn : GBI.II p100

Tostaat a reas goustadik, ur forc’h houarn en e zorn, hag, ouzh e skoaz, ur fuzuilh a zaou denn, hag hi karget.

1877
Daveenn : EKG.I. p.152

Daoulinet e oa, hi, Janed ha Manuel, o-zeir o lavaret o chapeled evit Paol Inizan.

1878
Daveenn : EKG.II p.79

Ned an ket da gontañ deoc’h petra soñjas ha petra lavaras ar vugale o welet o flac’h o nezañ, hag hi en ur gwele ken dister ; re yaouank [e] oant evit gouzout mat ar pezh a yoa c’hoarvezet ganto.

1878
Daveenn : EKG.II p.231

He c’hoar-gaer Mari Kreac’h hag hi en em glevas evit ober un toull-kuzh da reiñ lojeiz d’ar veleien harluet.

1878
Daveenn : EKG.II p.179

Hi eo he deus goloet Baltia hag an enezennoù er reter da Valtia gant an nevedoù ker brudet, red ha ma ve ! ez eus anv anezho en henzanevelloù hag a oa dreist da re broadoù all Keltia dre o niver, dre binvidigezh o listri aour, o arouezintioù aour, o c’hornioù aour hag o arrebeuri.

1923
Daveenn : SKET p.124

Hec’h adgwelout a rae, ha hi heñvel ouzh m’edo gwechall, ha kaeroc’h c’hoazh.

1923
Daveenn : SKET p.74

Ya, met an Touz a deuas war ar porzh, ezhomm dezhañ eus e vag. Pelec’h emañ ?… Setu hi du-hont, daou ganfard e-barzh… Ho ! ho ! hou… oup !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 45, p.1066-1067 (Gwengolo 1924)

Ur rod, evit gwir, en he sav e-kreiz ar vag, ha hi gwenn, ruz-livrin hag alaouret, leun a yaouankiz hag a gened, a wevnded hag a nerzh, ur marzh !

1924
Daveenn : SKET.II p.53-54

Ha sed an naer vras o tigeriñ he geol glaourek ha dantek, hag o tigorvigelliñ he c'helc'hioù gweadennek ha skantek, hag o tapañ al loenig kaezh etre kef ar wezenn ha hi en ur sutal.

1929
Daveenn : SVBV p.19

Un nozvezh eta, hag hi du-pod, Mège a skoas eun nebeud taolioù war zor dev an ti-a-blijadur.

1944
Daveenn : EURW.1 p.89

Daou vugel a oa bet, hi, itron Ar Braz, deuet Bretonez dre he dimeziñ, hag ur breur, Bertrand, a oa distroet da Gristiana -Oslo-, da genderc'hel kenwerzh koad e dud-kozh.

1944
Daveenn : EURW.1 p44

An diavaeziadez, hi, a oa bet dibouezet ganti he c'heveler gant un taol-lagad : ur bouilh paotr, e vlev melenek damrodellet, troc'het berr a-walc'h, un tal uhel, ha daoulagad liv ar glizin, lemm ha speredek ha nevez-flamm, dic'houzvez-krenn ma oant eus ar vuhez.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Hi eo a'n em ginnig dezhañ, an dro-mañ.

1949
Daveenn : SIZH p.52

- Tra spontus eo neuze karantez ar c'hig ! - Tra neñvel ! Hi ar fulenn, a c'hwezh an tan, ha hi ar feunteun el lazh...

1949
Daveenn : SIZH p.57

P'eo bet c'hwezhet ganti em gwazhied tan ar c'hoant gouzout, hi a vezo anezhi ivez ar feunteun, a lazho an tan-se...

1949
Daveenn : SIZH p.64

E-lec'h mont, avat, setu hi hag azezañ war ar skabell-bediñ, ha gant he dorn du-maneget diskouez ur plas d'ar breur Arturo en he c'hichen. - Azezit em c'hichen ! emezi.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Ar jardin garrezek a oa moredet, e-harz treid ar c'hloareg yaouank, hag hi sioul meurbet, etre peder renkennad reizh pileroù mein ar c'hloastr.

1949
Daveenn : SIZH p.44

War lavar an holl en-dro din, tennañ a ran dezhi e-keñver meur a dech ; a c'hell bezañ, hogen ne gred ket din e vefen ken kalon-vat ha hi, na pell ac'hane !

1954
Daveenn : VAZA p.12

Daoust ha gallout a reomp distruj ar c'harr-nij brezel az ay da vombezañ Afganistan, an tourter a vo implijet dizale da sevel ur c'hamp bac'h pe ur greizenn nukleel, ar banell-vruderezh a vila ar gweledva ganti, pa vefe-hi diouzh al lezenn pe ne vefe ket, ha kement zo… ?

2015
Daveenn : DISENT p65-66

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial