Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. DISPRED. Eus renk an uhelidi. Anavezout an neb zo jentil diouzh ar re all. DHS. nobl, uhel. 2. (db. an dud) Zo troet d'ober brav d'e nesañ, da vezañ damantus d'e nesañ. Ur paotr fur ha jentil. DHS. hegarat. 3. Dre ast. (db. an dud, al loened) N'eo ket douget da vezañ feuls. Diwar an dour eo jentil. DHS. kuñv. 4. Dre ast. (db. doare an dud, o c'homzoù) A ziskouez ar c'hoant, an doug zo gant ub. d'ober brav d'e nesañ. Un aer jentil.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

den gentil

1499
Daveenn : LVBCA p53, 104

jentil

1732
Daveenn : GReg pg bienfait (bienfaite), gentil (Gentil, joli, mignon.)

gentilañ

1732
Daveenn : GReg pg bienfait (bienfaite)

jentiloc'h

1732
Daveenn : GReg pg bienfait (bienfaite), gentil (Gentil, joli, mignon.)

ar jentilañ noblañs

1732
Daveenn : GReg pg fleur (La fleur de la noblesse, l'élite.)

jentilañ

1732
Daveenn : GReg pg gentil (Gentil, joli, mignon.)

Ur paotr jentil oc'h.

1732
Daveenn : GReg pg gentil (Vous êtes un gentil personnage.)

Ur paotr jentil zo ac'hanoc'h.

1732
Daveenn : GReg pg gentil (Vous êtes un gentil personnage.)

Kant tro jentil en deus graet dirazomp.

1732
Daveenn : GReg pg gentillesse (Il nous a fait mille gentillesses.)

Ur c'hrweg jentil eo, terrupl.

1732
Daveenn : GReg pg gentillesse (Cette femme a beaucoup de gentillesse.)

— « O ! kement-se, Yann ? » — « N’eus kement-se ebet, Job, nemet jentil on kement-se, pa brestan deoc’h va bag… » — « Ya ! gouzout a reomp, Yann ; gouzout a reomp, rak ni a zo bet mignoned a[-]viskoazh… Evit pegement eta e prestit deomp ho pag ? »

1944
Daveenn : ATST p.102

"Jekyll", eme Utterson, "va anaout a rit : fiziañs a c'hallit kaout ennon. En em zisammit o kontañ din pep tra ; kendrec'het on e c'hellan ho tienkañ". "Utterson", eme an doktor, "jentil-tre eo eus ho perzh, jentil-dreist eo zoken, ha ne gavan ger ebet d'ho trugarekaat."

2012
Daveenn : DJHMH p34

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial