Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
19
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den zo fiziet ennañ ur garg, ur gefridi bennak. 2. Ent strizh Den a seven ur garg en ur melestradur foran, zo e vicher labourat evit ur melestradur foran. Kargidi ar Post. Ar gelennerien dindan ar Stad zo kargidi. [1954] Diouzh ar beure ha d’abardaez pa veze ar vicherourien hag ar gargidi o vont d’o labour pe o tont d’ar gêr, ken stank ha ken prim ha merien a bep seurt liv e skare ar mekanikoù-se dre an holl straedoù, kement ha ken bihan ma vezen a-wechoù war var da vezevenniñ en ur sellout outo. HS. implijad.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

kargad

1931
Daveenn : VALL pg attaché

kargad er gannadouriezh

1931
Daveenn : VALL pg attaché (d'ambassade)

kargidi

1931
Daveenn : VALL pg attaché

Diouzh ar beure ha d’abardaez pa veze ar vicherourien hag ar gargidi o vont d’o labour pe o tont d’ar gêr, ken stank ha ken prim ha merien a bep seurt liv e skare ar mekanikoù-se dre an holl straedoù, kement ha ken bihan ma vezen a-wechoù war var da vezevenniñ en ur sellout outo.

1954
Daveenn : VAZA p.164

C'hwec'h en em gavemp eno : ur c'hartennour-menteour ha daou zouarour eus hor c'hompagnunezh (an hini all a oa oc'h ober e gimiad, setu an abeg !), ha tri c'hargiad eus ar mererezh-bro, an dud yaouank-se hag o devez an aotre da lakaat "Administrateur des Colonies" da heul o anvioù, hag a zo e gwirionez Yannigoù mil-micher hag a vije r[o]et dezho deskadurezh, nerzh ha skiant-prenet evit kas da benn o c'hefridioù diniver.

1985
Daveenn : DGBD p98

Petra on-me a-benn ar fin, ur gorrvevoniourez, kargiadez ar Stad, hag a zo savet ar renk a eilerez A'. "Mezeg bihan ar gennad foran" a rae Tanos ac'hanon gant fae.

2015
Daveenn : EHPEA p59

Ofis publik ar brezhoneg