kasoni
Hounnezh, m’hen tou, a oa un amzer venniget dreist an holl amzerioù, pa n’oa e-touez mibien ha merc’hed Manos na gwarizi, na rendael, na gevierezh, na touellerezh, na dizeeunder, na gourvenn, na buanegezh, na kasoni ; ma rene kenetrezo an unvaniezh, ar geneilded hag ar gengarantez a oa bet etre Atir ha Matir.
E skeud an dizunvaniezhoù-se, ar c’hasonioù a voe hadet ganto hag an emstourmadoù a zeuas da heul, en em silas ar varc’hadourien diavaeziad betek e don ar vro, oc’h anavezadenniñ heñtoù ha gwenodennoù, o jedadenniñ penn-kêriou, kreñvlec’hioù, tiez a-skign, o veizadenniñ niver ar vrezelourien, o hoalañ, o vreinañ an darvuiañ eus an uhelidi, eus ar roueed hag ar pennoù, o saotrañ kalon hag ene ar yaouankiz. Hounnezh e voe ar gentañ gwalenn.
Ma c'halon, leun a c'hwervoni, / ' Zo mantret gant ho kasoni.
Moarvat n'eo ket dre gasoni / E ra din-me seurt viloni.
Ne vern peseurt mezeg hag a vage kasoni outañ a c'hell bezañ graet dezhañ un ensinklad gant kegid.
Ne vezer ket mestr war ar gasoni a c'hall hon enebourien magañ ouzhimp;
Stourmet e vo en ur mod difeuls-tre, hep kasoni na fulor ; diskouezet e vo pegen poellek eo hon arguzennoù, pegen mennet ez omp, pegen mallus eo an traoù ha penaos n'eus ket tu da cheñch anezhe e mod all.
Aon, fulor, dibasianted, kasoni, gouennelouriezh, seksism, feulster zoken... setu ar pezh a c'hall c'hoarvezout.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kasonius