Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Obererezh fiñval, en un doare ingal dh. Keflusk ar galon. Lezit ho keflusk, hag en em zalc'hit e peoc'h. Ar stered hag ar c'heflusk anezho. Keflusk war gelc'h. & Keflusk-tro : fiñv (ur c'horf) en-dro d'un ahel fetis pe get. 2. Birvilh, mesk. Ehan ebet mui, keflusk e pep lec'h, war ar mor ha war an douar. & (impl. gant ar gm. a.) Noz-deiz kargañ, diskargañ a reont marc'hadourezh ; biskoazh n'hoc'h eus gwelet un hevelep keflusk. HS. dispac'h, lusk, fiñv, firbouch, fourgas. 3. Atiz, broud d'ober udb. Er c'hentañ keflusk eus ar volontez, ar rezon. DHS. doug, lusk. 4. Dre ast. Dizurzh. Er mare-se e voe adarre un tamm keflusk bennak e Breizh. En drizek e sav keflusk bras e Sarzhav : ar bloueziz en em daol war ar gêr. & (impl. gant ar gm. a.) [1925] — Ober un hevelep keflusk evit un tamm jolori, un tamm jabadao ! HS. freuz, reuz. 5. Tr. ag. Keflusk-digeflusk : kemmus, a geflusk dibaouez. Eveshaat talvoudegezh keflusk-digeflusk an argant etre ar broioù. DHS. cheñch-dicheñch.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

keflusk

1659
Daveenn : LDJM.1 pg mouuement

keflusk

1732
Daveenn : GReg pg agitation, commotion, fretillement (mouvement prompt, agité & fréquent)

keflusk terrupl

1732
Daveenn : GReg pg agitation

lakaat da geulusk

1732
Daveenn : GReg pg émouvoir (ébranler, mettre en mouvement)

keulusk

1732
Daveenn : GReg pg fretillement (mouvement prompt, agité & fréquent)

ar c'heflusk eus ar galon

1850
Daveenn : GON.II pg kéflusk (Le mouvement du cœur).

keflusk

1850
Daveenn : GON.II pg kéflusk (Agitation. Emotion. Mouvement. Remuement. Mobilité. Trouble. Emeute. Sédition. Il s'emploie aussi en adj., et signifie "mobile, qui se meut ou peut être mû"), keûlusk, fiñv, flach, fourgas, strafil, stravil

Keflusk zo c'hoazh er vro-mañ.

1850
Daveenn : GON.II pg kéflusk (Il y a encore du trouble dans ce pays-ci).

keulusk

1850
Daveenn : GON.II pg kéflusk (Agitation. Emotion. Mouvement. Remuement. Mobilité. Trouble. Emeute. Sédition. Il s'emploie aussi en adj., et signifie "mobile, qui se meut ou peut être mû"), keûlusk

Hag e save e zivskoaz. — Ober un hevelep keflusk evit un tamm jolori, un tamm jabadao !

1925
Daveenn : BILZ2 p.164

Noz-deiz, kargañ, diskargañ a reont marc’hadourezh deut eus pevar c’horn ar bed. Biskoazh n’hoc’h eus gwelet un hevelep keflusk.

1925
Daveenn : BILZ2 p.182

keflusk

1931
Daveenn : VALL pg agitation

Arabat pellgomz d'ho sekretourez. Ne fell ket deomp lakaat keflusk da sevel re abred.

2015
Daveenn : EHPEA p42

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial