Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. YEZHON. 1. E keltieg. Un enskrivadur keltiek. & A raed gantañ pe a oa anezhañ e keltieg. Adsevel gerioù keltiek. 2. (db. an tachennoù-studi) A denn d'ar c'heltieg. B. 1. Trl. Ar yezhoù keltiek : anv a roer d'ar stroll yezhoù deveret eus ar c'heltieg. Yezhoù keltiek eo ar brezhoneg, ar c'herneveg, ar c'hembraeg, an iwerzhoneg, ar skoseg hag ar manaveg. 2. (db. an tachennoù-studi) A denn d'ar stroll yezhoù-se end-eeun. Ar yezhoniezh keltiek. II. A denn da sevenadur ar Gelted. An arz, ar sonerezh, ar sevenadur keltiek. Ur groaz keltiek.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

keltiek

1850
Daveenn : GON.II.HV pg keltiek (celtique).

Ar Gorsedd a zigemer izili a enor, dre anaoudegezh vat evit ar madelezhoù graet d'ar Varzhed, pe da Vreizh, pe d'ar Broioù Keltiek.

1909
Daveenn : REZI p. 14

Evit enoriñ ar spered keltiek

1909
Daveenn : REZI p. 9

Ar c'hembraeg-bremañ "gwinllan" "vine yard" (Richards, Welsh-English Dictionary) a c'houlenn en e raok ur furm geltiek *vinolanda.

1923
Daveenn : SKET p.13

Rak ma kavint ennañ ar pep retañ-holl da bep pobl evit he bleniañ war-du hec’h Amzer-da-zont, - evel ar Steredenn a vlenias gwechall ar rouanez-Vajed war-du ar Silvidigezh- : taolenn o Ganedigezh, ma kemerint diouti Emskiant o Broadelezh keltiek.

1923
Daveenn : SKET p.6

arnodiad keltiek

1931
Daveenn : VALL pg bachelier

kentañ arnod keltiek

1931
Daveenn : VALL pg baccalauréat

Setu amañ Jozeb Loth e-kichen Emil Ernault, an daou ouiziekañ den war ar yezhoù keltiek.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

An aotrou Jozeb Loth, kelenner keltiek e Skol-Veur-al-Lizhiri Roazhon, a brezegas war "Donedigezh Breizhiz Breizh-Veur e Breizh-Vihan".

1944
Daveenn : EURW.1 p.188

Goulennet e oa bet ganin digant renerien "Kelc'h keltiek" kêr ober ur brezegenn diwar-benn tra pe dra.

1944
Daveenn : ARVR Niv. 165

Koulskoude, n'eo ket gant ma deverioù nemetken e oa ma fenn ; kenderc'hel a raen da labourat war ar yezhoù keltiek a-unan gant Vallée ha gwellaat a raen ivez ma anaoudegezh eus ar saozneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p63

Goude-se, evit kreskiñ atav hon deskadurezh keltiek e skrivjomp d'an aotrou Hughes hag e vab, moullerien e kêr Wrexham, evit prenañ ur bern levrioù nevez kembraek, evel oberoù ar varzhed Keiriog ha Mynyddog, Gramadeg John Rowlands, Hanes Cymru Fu, ha me oar pet all, gant goloioù karton livet-brav a rae mez d'al levrioù gallek... paour da welout en o c'hichen.

1944
Daveenn : EURW.1 p61

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial